Ar pascal (simbol : Pa) eo unanenn SI ar gwask. Kevatal eo gant un newton dre metr karrez. Ar memes unanenn a vez implijet c'hoazh evit muzuliañ ar striv, modul Young hag al lastikder.

Termenadur

kemmañ

1 pascal (Pa) = 1 N/m2 = 1 J/m3 = 1 kg·m–1·s–2

Lieskementoù SI

kemmañ
Lieskement Anv Simbol Lieskement Anv Simbol
100 pascal Pa      
101 dekapascal daPa 10-1 desipascal dPa
102 hektopascal hPa 10-2 santipascal cPa
103 kilopascal kPa 10-3 milipascal mPa
106 megapascal MPa 10-6 mikropascal µPa
109 gigapascal GPa 10-9 nanopascal nPa
1012 terapascal TPa 10-12 pikopascal pPa
1015 petapascal PPa 10-15 femtopascal fPa
1018 egzapascal EPa 10-18 atopascal aPa
1021 zetapascal ZPa 10-21 zeptopascal zPa
1024 yotapascal YPa 10-24 yoktopascal yPa

Anvet eo bet an unanenn diwar Blaise Pascal, ar matematikour, fizikour ha prederour gall dreist.

Displegadurioù

kemmañ

1 megapascal (MPa) = 1 000 000 Pa = 1 N/mm2.

Ar gwask atmosferek standart zo 101 325 Pa = 101,325 kPa = 1013,25 hPa = 1013,25 mbar = 760 Torr (ISO 2533).

E pad pell e voe muzuliet ar gwask atmosferek e milibar gant ar veteorologourien dre ar bed. Goude ma voe degaset an SI e voe gwelloc'h gant kalz anezho mirout an talvoudoù boas evit ar gwask. Setu perak e vez implijet an hektopascal hiziv-an-deiz gant ar veteorologourien evit an aerwask, dre m'eo kevatal an hektopascal gant ar milibar, tra ma vez roet gwaskoù damheñvel e kilopascal en holl dachennoù all pe dost, e lec'h ma ne vez ket graet gant ar rakger hekto.

1 hektopascal (hPa) = 100 Pa = 1 mbar.
1 c'hilopascal (kPa) = 1000 Pa = 10 hPa.

Er sistem mts soviedel kozh e oa an unanenn gwask ar pieze a zo kevatal gant ur c'hilopascal.

Keñveriañ gant unanennoù gwask all

kemmañ
1 bar 100 000 Pa
1 barye 0,1 Pa
1 milibar 100 Pa
1 atmosfer 101 325 Pa
1 mmHg (pe Torr) 133,322 Pa
1 inHg 3386,833 Pa
1 cmH2O 98,0638 Pa