Pasqual Maragall i Mira, bet ganet d'an 13 a viz Genver 1941 e Barcelona, zo ur politikour katalan. Prezidant Generalitat Katalonia e oa bet etre 2003 ha 2006. Maer Barcelona a oa bet a-raok, etre 1982 ha 1997, d'ar mare ma oa bet dibabet ar gêr evit aozañ ar C'hoarioù Olimpek, e 1992.