Patrik Ewen zo ur c'haner, ur soner, ur c'honter hag ur fentigeller anezhañ. Evel un toullad sonerien ha kanerien all eus kornad Montroulez er bloavezhioù 1970 e oa Patrik Ewen ezel eus kevelouri Nevenoe. Setu perak en deus sonet alies gant e vignoned eus an Triad EDF dre ma oant bet e Nevenoe gantañ ivez. Kanañ a ra e brezhoneg, galleg ha saozneg. Son a ra violoñs, harmonika, gitar, banjo, mandolin, akordeoñs... Ganet eo ha maget eo bet e 1948 e Bône (Aljeria). Un den c'hoarzhus, dudius ha brokus eo. Gouzout a ra komz gant fent eus traoù ar vuhez hag an darvoudoù bihan pemdeziek, met ne oar ket komz kalz eus e vuhez dezhañ. Setu perak ez eo diaes kavout kalzik a draoù diwar e benn.

Patrik Ewen e saloñs Étonnants Voyageurs.

E vuhez kemmañ

Ganet eo ha maget eo bet e 1948 e Bône (Aljeria). E 1967 e ra ur stummadur met gwelloc'h e oa bet dezhañ mont da v-beatnik, pe da hippie Peace and love e Bro-Danmark. E 1970 e oa diplomet Patrik evel muzulier-douar ha blenier labourioù. Dilabour e voe e-pad ur prantad hir (7 miz) ha goude en em lakaas da ganañ eilet gant e c'hitar.

E miz Here 1971 e krogas Patrik Ewen da redek e reuz evel soner gant e vignon Gérard Delahaye. Kanañ a rae sonioù iwerzhonat ha breizhat.

Enrollañ a reas e bladenn gentañ e 1972, ur 45-tro... Fisherman's lassie.

E 1974, e voe embannet e eil pladenn, un 33-tro... Beggin I will go (Sonioù iwerzhonat ha skosat). Kanañ a reas en ur bern kêrioù a Vreizh, Frañs, Suis, Alamagn).

E 1977, ec'h embannas e eil 33-tro, anvet Ker Ys.

Etre 1979 ha 1980 e voe aozet un abadenn anvet Celtic Tour asambles gant ar strollad Bleizi Ruz en Alamagn, Spagn, Holand ha Frañs.

E 1982 ez eus bet krouet un abadenn evit ar vugale gant Patrik Ewen anvet L'extraordinaire légende de Ronan Keradalan ha kanañ ha kinnig e ra c'hoazh an abadenn-mañ !

E 1983 e oa bet krouet gant Patrik Ewen e abadenn gentañ evit an dud gour, La charnière des deux mondes, contes fantastiques au pays de la brume asambles gant Bleizi Ruz ha seizhad bombardoù Kevrenn Roazhon.

Etre 1983 ha 1987 e kinnig Patrik Ewen Merlin arc en ciel gant Gérard Delahaye e FR3 Breizh.

E 1988 en deus krouet Patrik Ewen an abadenn A la lisière des trois pays et des deux monde. C'hoariet eo bet muoc'h eget 1000 gwech.

E 1992 e reas ur bladenn-arc'hant all anvet Berceuse pour les vieux enfants.

E 1996 ez eus bet krouet un abadenn all gant Patrik, Récits Barbares gant 3 soner.

E 2003 eo bet embannet pladenn-arc'hant gentañ an triad EDF, Patrik Ewen, Gérard Delahaye, Melaine Favennec, anvet Kan Tri.

E 2005, un abadenn Trop homme de terre pour être marin asambles gant Alain Rouquette, c'hoarier piano.

 
Patrik Ewen e Kanaki e 2006.

E 2006, abadenn Les légendes de la mort.

E 2007, e voe embannet eil pladenn-arc'hant Triad EDF Tri men.

Abadennoù kemmañ

E holl abadennoù a zo graet evit an holl arvesterien, koulz bugale ha tud gour.

  • A la lisière des trois pays et des deux monde
  • Le trèfle et le chardon
  • Recits barbares
  • Ronan Keradalan
  • Rêve et frissons
  • Trop homme de terre pour etre marin

Pladennoù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ