Deuet mat out ouzh Wikipedia

Desket az peus un tamm brezhoneg pe komz a rez brezhoneg flour ? Dedennet out gant danvezioù a bep seurt ? Ha c'hoant az peus da zeskiñ traoù, pe da gaout plijadur dre ar brezhoneg ? Kemer perzh er c'helc'hgeriadur Wikipedia. Frank, digoust ha digor d'an holl eo. Ur benveg dispar eo evit ledanaat tachenn hor yezh. Ar benveg liesyezhek-mañ a ya en-dro en ouzhpenn 150 yezh bremañ
Evit ma vo plijet ar re yaouank a zesk (hag ar re goshoc'h) eo skrivet lodenn ar peurunvan e brezhoneg an Deskadurezh (TES, Dihun, Div yezh ha Diwan).
Bremañ ez eus 86 224 pennad bet skrivet abaoe ar penn kentañ.
Kae da welet ar pajennoù savet nevez zo.

Deus da welet diouzhtu ha trugarez dit da gemer perzh ivez !

Kelc'hgeriadur digor

Skiantoù diazez ha skiantoù an Natur
Amprevanoniezh - Bevoniezh - Botanik - Fizik - Kimiezh - Loenoniezh - Matematikoù - Skiantoù an Douar - Skiantoù an Hollved - Stadegouriezh

Skiantoù an Den
Arkeologiezh - Denoniezh - Deskadurezh - Douaroniezh - Prederouriezh - Istor - Istor Breizh - Melestradurezh - Pedagogiezh - Psikologiezh - Studi ar sonerezh - Skiantoù an anavezout - Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù - Tudoniezh - Yezh ha Yezhoniezh

Politikerezh, gwir ha kevredigezh
Armerzh - Difenn ha surentez - Embregerezh - Familh - Gwir - Kêraozouriezh - Kenwerzh - Merañ an endro - Kevredigezhioù - Mererezh - Micherioù - Politikerezh

Doueelezh ha mitologiezh
Dizoueegezh - Doueoniezh - Gouiziegezh kuzh - Goulakaat - Mitologiezh - Relijion - Sektenn - Speredelezh

Arzoù ha Sevenadur
Arz - Arzoù an arvest - Arzoù ar gweled - Dañs - Diorren ar Brezhoneg - Folklor - Lennegezh - Lennegezh vrezhonek - Lizheradur - Mediaoù - Sonerezh - Sevenadur ar bobl - Sinema

Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
Arkitektouriezh - Ijinerezh aeregorel - Elektronik - Gounezerezh - Ijinerezh - Internet - Kemennadur - Medisinerezh - Pellgehenterezhioù - Teknologiezh - Tredan- Treuzdougerezh - Urzhiataerezh

Buhez ar pemdez ha diduamant
C'hoarioù - Diduamant - drogaj - Liorzherezh - Kalficherezh - Keginerezh - Magadur - Revelezh - Sportoù - Touristelezh - Yec'hed

A bep seurt
Roll ar rolloù - Roll riezoù ar Bed - Geriaoueg ar Wiki brezhoneg - Roll ar portalioù

Wikipedia rummataet
Gwrizienn ar rummatadur - Rummadoù

Kumuniezh

Sikour
Sikour - Ar wech kentañ - Sevel ur bajenn nevez- Goulennoù Graet Alies - Penaos sikour - Skouerioù - Danvez digor dre wir - Mennadoù

Pennreolennoù hag Erbedennoù
Chom neptu - Reolennoù ar gwirioù-embann - Erbedennoù war live ar yezh - Lizherennañ, Stumm

Buhez ar gumuniezh
Portal ar gumuniezh - Deizlevr - Kemennoù - An ti-chopin - Da ginnigoù - Pajennoù da nullañ - Goulenn ur pennad - Pennadoù a zo diouer d'ar Wiki-mañ - Roadoù - Gweladeg ar c'hazetennoù - Trombinoskop - Meta-Wikimedia

Pennad evit ar sizhun

Bet eo Impalaeriezh Tu'i Tonga un impaleriezh veur en Oseania.

Tonga a oa ar c'hreiz anezhi war enez Tongatapu ha Mu'a a oa he c'hêr-benn. En he c'hreñvañ e pake an impalaeriezh eus Niue betek Tikopia ha pelloc'h c’hoazh en em lede he zachenn levezon.

E-tro 950 eo kroget an impaleriezh d'en em stummañ goude diskar Tu'i Manu'a e Samoa ha Tu'i Pulotu e Fidji. Kempred e oa moarvat d'an impaleriezh mikronezian diazezet e Yap.

Kartenn Polinezia

Deroù an Impalaeriezh

Pell eo bet Tonga dindan levezon bounner an Tu’i Pulotu ha, dreist-holl, an Tu'i Manu’a a oa mestroniet ganto lodennoù bras eus Tonga. A-benn eo deuet Tonga koulskoude d'en em zizober eus kabestr an estrenien da-heul brezelioù gwadek. Da neuze ez eus bet ganet un diernelezh anvet Tu’i Tonga. ‘Aho’eitu eo bet an Tu’i Tonga kentañ. Ezel e oa e vamm eus un tiegezh nobl samoan pouezus. E dad, Tangaloa ‘Eitumâtupu’a, a oa ur beleg uhel samoan lakaet da Zoue. A-drugarez d'an dra-se e oa anavezet barregezh an diernelezh ken war ar merañ ar gevredigezh ken war ar relijion. Er par-se e c'haller keñveriañ o roll ouzh ar perzh c'hoariet gant Faraoned Egipt. E Toloa e oa ar gêr-benn kent dezhi bezañ treuzkaset da Heketa gant an IXvet Tu'i Tonga.

An emled (1200-1500)

E-doug ren an Xvet Tu’i Tonga, ar Roue Momo hag e vab Tu’itâtui (XIvet Tu’i Tonga) eo en em ledet an impalaeriezh betek pakañ an holl inizi Fidji ha darn eus an inizi samoan. Kendalc'het he deus an impalaeriezh d'en em astenn neuze betek pakañ Kornôg ha kreiz Melanezia ha Mikronezia penn-da-benn. E barr he nerzh, en em lede an impalaeriezh war vor war ouzhpenn tri milion kilometr karrez. Tachennoù all na oant ket kabestret war-eeun gant an impalaeriezh a oa ret dezho paeañ truajoù. Dindan ren mab Tu’itâtui e voe dilec'hiet ar gêr-benn adarre ha lakaet e Mu'a, brudetañ kêr-benn en istor an Impalaeriezh.

Morlu an Impalaeriezh

War he morlu e oa diazezet berzh an Impalaeriezh dreist-holl. Al listri boutinañ a oa anezho kanoeoù mordreizhañ warno gouelioù karrezennek. Betek 100 den a c'halle mont e-bourzh al listri brasañ. An Tongafuesia, an ‘âkiheuho, al Lomipeau hag an Taka’ipômana a oa al listri heverkañ. A-drugarez d'he morlu eo deuet Tonga da binvidikaat; kalz madoù ha truajoù a yae da binvidikaat teñzor ar roue.

Brezel diabarzh ha Bonreizh 1875

Taufa’âhau

E 1799 e oa bet muntret Tuku’aho anezhañ ar XIVvet Tu’i Kanokupolu. Sankañ a reas Tonga er brezel diabarzh e-kerzh 50 vloaz neuze. E vad a reas eus kement-se Taufa’âhau, anezhañ XIXvet Penn an Tu’i Kanokupolu, e 1845. Asant an dud vunud a oa gantañ rak douget e oa gant Kod al Lezennoù. Ar c'hentañ anezho a oa bet ar C'hod Vava'u e 1839. Harpet e oa ivez gant ar visionerien evit an hevelep abegoù. Trugarez d'al lezennaouiñ eo bet posupl digreskiñ pouez galloud relijiel an Tu'i Tonga ha, war un dro, galloud ar Pennoù meur Kanokupolu. George Tupou I en deus unanet ar rouantelezh hag e 1875 e voe embannet ur vonreizh gantañ a surae e gabestr war ar vro.

Sevenadur

Ha'amonga 'A Maui
Ha'amonga 'A Maui

Kêr-benn an Impaleriezh, Mu'a, zo bet diazezet he lec'h a-raok ar bloaz 500 met n'anavezer ket an deiziad resis. N'ouzer ket nemeur kennebeut a-zivout sevenadur an dTongaed met, evit doare, e oa bet savet ur reizhiad kemplezh a hentoù hag a ganolioù ganto. Piramidennoù bras zo bet savet ganto ha fardet o deus melloù traezoù maen. Gant an dour-beuz ha kresk live ar mor ez eus bet ranket treuzkas ar gêr-benn da Nuku'alofa pelloc'h.

Unan eus lec'hioù brudetañ Tonga eo Ha'amonga 'A Maui bet krouet e-kerzh ren Tu'itatui en XIIIvet kantved. Douaret e veze rouaned ha rouanezed Tonga el Langi, anezhañ ur grugellad vein ledan.

Evit lenn ar pennad penn-da-benn : Impalaeriezh Tu'i Tonga

Pennadoù all nevez-savet