Patrom:Kemmadur goude un niver/teuliadur
Pal
kemmañAr patrom-mañ a zo e bal ober ar c'hemmadur reizh goude un niver. En holloueziadur-mañ e vez graet gant variennoù a c'hell cheñch o zalvoud hervez an deiziad, e-giz an niver a bennadoù, an niver a verourien..., setu n'heller ket gouzout en a-raok pe gemmadur a zeuy war-lerc'h ar varienn-se.
Penaos implijout ar patrom-mañ
kemmañTri argumant a zo da reiñ :
- an niver ;
- reizh ar ger a zeu goude an niver ;
- hag al "lizherenn" a c'hell kemmañ.
{{Kemmadur goude un niver |niver=<niver> |reizh=<reizh> |lizherenn=<lizherenn da gemmañ> }}
An niver
kemmañRet eo kaout un niver skrivet hep toull ebet, a-hend-all ne vo ket anavezet e-giz niver er jedadennoù. Da skouer e ranker reiñ 45863 ha n'eo ket 45 863. Arabat eo, da skouer, ober gant ar varienn {{NUMBEROFFILES}} a stroll ar sifroù tri ha tri. Ret e ober gant {{NUMBEROFFILES:R}} a ro an holl sifroù stok-ha-stok.
- Evit gwelet roll variennoù ar Wiki, sellit amañ
Ar reizh
kemmañRet eo reiñ ar reizh evit gouzout pe gemmadur ober goude an niveroù 1, 21, 31...
b a zo da lakaat evit benel ha g evit gourel.
Al "lizherenn"
kemmañPeurvuiañ ez eo lizherenn gentañ ar ger a zo goude an niver. Bez' e c'heller kaout ivez gw pe gou a gemm dre vlotaat e w pe ou.
Setu amañ roll al "lizherennoù" a c'hell kemmañ :
P - p - B - b - M - m T - t - D - d K - k - G - g - Gw - gw - Gou - gou
Ar ger goude an niver
kemmañRet eo skrivañ ar peurrest eus ar ger (hep al "lizherenn" a zo bet roet e-giz argumant) diouzhtu goude an daou vriatadur ( }} ) a zo e fin ar patrom evit ma vo gwelet ar ger en un tamm, hep toull ebet etre al "lizherenn" gentañ hag ar peurrest eus ar ger.
Ar c'hemmadurioù
kemmañSetu amañ ar c'hemmadurioù a vez graet gant ar patrom-mañ hervez daou sifr diwezhañ an niver :
0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 |
20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 |
30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 |
40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 |
50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 |
60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66 | 67 | 68 | 69 |
70 | 71 | 72 | 73 | 74 | 75 | 76 | 77 | 78 | 79 |
80 | 81 | 82 | 83 | 84 | 85 | 86 | 87 | 88 | 89 |
90 | 91 | 92 | 93 | 94 | 95 | 96 | 97 | 98 | 99 |
Kod al livioù :
- Gwenn : kemmadur ebet.
- Gwer :
- kemmadur ebet pa vez gourel ar ger ha pa ne vez na k na K e lizherenn gentañ ;
- kemmadur dre c'hwezhañ pa vez gourel ar ger ha pa vez k pe K e lizherenn gentañ ;
- kemmadur dre vlotaat pa vez benel ar ger.
- Glas : kemmadur dre vlotaat.
- Melen : kemmadur dre c'hwezhañ.
Skouer
kemmañDa skouer, gant ar c'hod-mañ :
{{NUMBEROFPAGES}} {{Kemmadur goude un niver |niver={{NUMBEROFPAGES:R}} |reizh=b |lizherenn=p }}ajenn a zo er Wikipedia brezhonek.
e vez diskouezet an dra-mañ : 158 235 pajenn a zo er Wikipedia brezhonek.
Kemenadenn
kemmañUr gemennadenn a vez adkaset gant ar patrom pa ne glot ket an argumantoù roet gant ar re emañ o c'hortoz :
- Ret eo reiñ un niver, ul lizherenn hag ur reizh (b pe g) e-giz argumant d'ar patrom Kemmadur goude un niver