Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Mezheven
An Naziegezh eo ideologiezh Strollad Broadel ha Sokialour al Labourerien Alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei, anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi ), a oa renet gant e Führer (pe rener), Adolf Hitler.
Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 (komz a reer ivez neuze eus an Trede Reich). Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù ).
An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar ouenn arian dreist an holl ouennoù all.
Kreizennadur ar strollad
kemmañN'eus bet morse, e strollad Hitler, ur gelennadurezh resis diazezet war ar skiant, evel ma'z eo bet hini Karl Marx, hag e heulierion holl, Lenin, Stalin, Lyev Trotsky, Pol Pot, Mao hag all.
E-barzh oberenn Hitler, "Mein Kampf" ("Ma stourm"), e kaver dreist-holl sorc'hennoù n'eus forzh peseurt riezelour dehouelour, penn-da-benn da Europa, ha ne oant ket tezennoù skiantel (pe vrizh-skiantel) eztaolet fraezh, evel maz eo bepred er c'hontrol kredennoù ar stourmerion dianc'hwegonteizhat a ra dave da istor an emsav marksat abaoe 150 vloaz.