Patrom:PorchedBabel/gouzout
Petra eo ar yezhoniezh ?
Ez-ledan e c'heller lâret ez eo ar yezhoniezh studi yezhoù mab-den.
Deskrivañ en un doare objektivel ha dielfennañ mont-en-dro ar yezhoù dres ma vezont implijet gant an dud hep en em soursial da varnañ hag-eñ ez eo 'mat' pe 'fall' an implijoù-se eo pal kentañ ar skiant ar yezhoniezh a-vremañ.
Ar yezhoniezh-gourc'hemenn diouzh he zu, a fell dezhi lakaat reolennoù implij-mat ar yezh daoust d'an doareoù ma vez implijet ger pe ger gant an dud.
Bez' e c'heller isrannañ ar yezhoniezh evel-mañ:
- yezhoniezh sinkronel pe yezhoniezh diakronel
- gant ar yezhoniezh sinkronel e vez studiet ur yezh evel m'emañ d'ur mare resis ha gant ar yezhoniezh diakronel e vez studiet an doar ma kemm ur yezh pe ur strollad yezhoù a-hed an amzer.Hiziv an deiz, an darn vrasañ eus ar studioù yezhoniel a denn d'ar yezhoniezh sinkronel (...).
- yezhoniezh teorikel ha yezhoniezh pleustrek
- ar yezhoniezh teorikel a bled gant an doare da deskrivañ mont-en-dro ar yezh-mañ'r-yezh pe c'hoazh an doare da frammañ damkanoù donoc'h a-benn displegañ darvoudoù hollek e yezhoù mab-den. Ar yezhoniezh pleustrek, avat, a denn d'an doareoù ma c'heller lakaat ar ouziegezh teorikel-se e pleustr, d.s. dre grouiñ binviji yezh. Hiziv an deiz, meur a dachenn bleustrek a denn dreist-holl da implij an urzhiataerezh, da skouer an treiñ dre urzhiataer. (...).
- yezhoniezh kenarroudel ha yezhoniezh dizalc'h
- Ar yezhoniezh kenarroudel a bled gant an doareoù ma vez implijet er bed (...).