Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Paul Pierre Cayard a zo un merdeer amerikan ganet e 1959 e San Francisco. Kemeret en deus perzh en ur bern redadegoù a live uhel, en o zouez an America's Cup, ar Volvo Ocean Race hag ar C'hoarioù Olimpek. En holl en deus kemeret perzh Paul div wech er C'hoarioù Olimpek, pemp gwech e koupenn Amerika ha gounezet en deus seizh kampionnad bedel.

Penn kentañ e vuhez

kemmañ

Tapout a reas un diplom e business ha managment er San Francisco State University e 1981. Dimezhet eo gant Ulrika Kristina Petterson, merc'h ar merdeer brudet eus bro Sveden Pelle Petterson.

Loreadeg

kemmañ
  • 2005-2006
    • Sturiañ a ra ar vag Pirates of the Caribbean er Volvo Ocean Race. Echuiñ a ra eil.
  • 2002
  • 1999
    • Gounid a ra ar Steinlager Cup
  • 1998
    • Anvet da verdeer ar bloaz gant Rolex
  • 1997-1998
    • Gounid a ra ar Whitbread (bremañ adanvet Volvo Ocean Race)war bag Sveden FF Language
  • 1996
    • Mont a ra ar maout gantañ war ar Sardinia Cup
    • Gounid a ra kampionad ar bed klas 40
  • 1995
    • Gounid a ra ar Citizens Cup, ar pezh a ra gwir dezhañ da zifenn kipenn America
    • Gounid a ra an Admiral's Cup (redadeg diavaez)
  • 1994
    • Gounid a ra ar Sardinia Cup
    • Gounid a ra ar c'h/Kenwood Cup
  • 1992
    • Gounid a ra al Louis Vuitton's Cup
    • Anvet eo da verdeer ar bloaz gant ar gazetenn Rothmans
  • 1991
    • Gounid a ra kampionad ar bed war bagoù 50 troatad war Abracadabra e Japan
    • Anvet eo da verdeer ar bloaz gant ar gazetenn Yatching magazine.
  • 1989
    • Mont a ra ar maout gantañ e kampionad ar bed ar c'hlas Un donenn (bagoù un donenn)
  • 1988:
    • Gounid a ra kampionad ar bed Star
    • Gounid a ra kampionad ar bed ar c'hlas Maxi war Il Moro di Venezia III