Paul Hindemith
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Paul Hindemith a oa ur sonaozour, penn-klaviaz hag arvoudour alaman, bet ganet e Hanau (nes da Frankfurt am Main) d'ar 16 a viz Du 1895 ha marvet e Frankfurt d'an 28 a viz Kerzu 1963
Buhezskrid
kemmañStudiet en deus ar violin e Frankfurt, da c'houde en deus sonet en Opera Frankfurt etre 1915 ha 1923. Etre 1921 ha 1929 e voe arvoudour ar pevarad Amar ma stourmo a-zevri evit sonerezh e amzer. Kerkent ha 1927 e voe anvet da gelenner sonaozouriezh e skol-seniñ Berlin ha goude-se e Suis e 1938 ma tivroas rak bountad ar naziegezh. Loc'hañ a reas d'ar Stadoù-Unanet lec'h ma kelenne e skol-veur Yale, evel kelenner sonaozouriezh, etre 1940 ha 1953. Degemeret e voe da geodad stadunanat e 1948. Distreiñ a reas da Europa ma annezas e Suis (kador kerzoniezh, skol-veur Zürich etre 1951 ha 1953).
E zastalmerezh, a reer Motorik anezhañ (« kefluskouriezh »), a zo tosus hag a venn bezañ « sorc'hennus ». Mont a ra da heklev donedigezh ar greantelaat hag ar c'heflusker, dre ma tinac'h Hindemith kement a zo fromus, bredoniel, dangorel, evel-henn etre sonerezh gwigour ha sonerezh nevez-klasel Hindemith a sin ur sonerezh personnel-kenañ (Gebrauchsmusik = Sonerezh talvoudour).
Gwall ec'hon eo e oberenn, en tu-hont da gant kenaozadur, hag emell a ra eus an holl stummoù. Hag eñ difennour gredus eus ar sonerez kempred, n'eo morse bet dedennet gant an daouzeksonelezh. Skrivet en deus ivez meur a oberenn damkaniel. Lakaet en deus sonerezh war barzhoniezh Rilke ha Christian Morgenstern.
Oberennoù pennañ
kemmañOberennoù klaviazel
kemmañ- Kengerzad evit gaolviolin op 3 (1916),
- Kengerzad evit klaviaz op 38 (1923),
- Konzertmusik evit klaviaz dre gerdinerioù ha kouevrelloù (1931),
- Sinfonienn « Mathis der mahler » (1934),
- « Der Schwanendreher », Kengerzad evit arvoud (1935),
- Trauermusik (1936),
- Nobilissima Visione, gourc'horoll (1938) bet tennet diwarnañ un heuliad evit klaviaz er memes bloaz,
- Dodenn hag argemmoù : ar pevar temz-spered evit kerdinaz ha piano (1940),
- Treuzfurmadurioù sinfonel war dodennoù Carl Maria von Weber (1943),
- Symphonia Serena (1946),
- Sinfonienn "Die Harmonie der Welt'' (1957)
Operaoù
kemmañ- Sancta Susanna; Mörder, Hoffnung der Frauen; Das Nusch-Nuschi (1921-26),
- Cardillac (1926),
- Neues vom Tage (1929),
- Mathis der mahler (1938),
- Die Harmonie der Welt (1943)