Peder Mørk Mønsted

Peder Mørk Mønsted (Grenaa, 10 a viz Kerzu 1859Fredensborg, 20 a viz Mezheven 1941) a oa ul livour danat. Brudet-tre eo evit bezañ livet dremmvroioù gant ur stil realour. E zodennoù karetañ a oa goañvezhioù gwenn-kann, doureier sioul ha koadeier.

Peder Mørk Mønsted
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Danmark Kemmañ
Anv-bihanPeder Kemmañ
Anv-familhMønsted Kemmañ
Deiziad ganedigezh10 Kzu 1859 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGrenå Kemmañ
Deiziad ar marv20 Mez 1941 Kemmañ
Lec'h ar marvFredensborg Kemmañ
Lec'h douaridigezhGarnisons Kirkegård Kemmañ
Micherlandscape painter Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh Kemmañ
Bet war ar studi eRoyal Danish Academy of Fine Arts Kemmañ
Prizioù resevetKnight of the Order of the Dannebrog Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerreproduction right not represented by CISAC member Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadStatens Museum for Kunst, Mirdi Boijmans Van Beuningen Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Research Library Kemmañ

Ganet e oa Mønsted e Bal Mølle, e-kichen Grenaa, e Danmark. Mab e oa da Otto Christian Mønsted ha Thora Johanne Petrea Jorgensen. E dad a laboure en ul labouradeg sevel bigi.

Gant ar c'hentelioù arzoù-kaer e krogas en Aarhus. Deskiñ livañ a reas e Skol Roueel an Arzoù etre 1875 ha 1879, asambles gant Niels Simonsen ha Julius Exner. Gant Peder Severin Krøyer en doa studiet Mønsted e 1878. Un toullad amzer en doa tremenet e 1882 e Roma hag e Capri, ha war-lerc'h ar bloavezh-se ec'h eas da Baris ma labouras gant William Adolphe Bouguereau. A-feur an amzer en doa diorroet un doare stil dezhañ e-unan ha taolenniñ an naturouriezh akademikel. Boas e oa d'ober beajoù e broioù all. E 1889 ec'h eas da Aljeria. Tri bloaz goude ec'h eas da C'hres, ma oa bet pedet gant ar roue Georges IPatrom:Añ, a oa a orin danat. Eno e livas ivez taolennoù eus ar familh roueel c'hresian. Goude-se ec'h eas da Egipt ha da Spagn.

Pa oa aet war an oad, e vevas e Suis hag e rae alies beajoù er Mor Kreizdouarel.

Diskouezet e voe e livadurioù en diskouezadegoù etrebroadel, ma voe brudet mat en Alamagn gant meur a abadenn sevenadurel, er Glaspalast e München. E dastumadoù prevez emañ bremañ an darn vrasañ eus e oberennoù.

E 1995 e voe savet un emgav-meur e Frankfurt am Main, anvet Licht des Nordens ("Gouloù an hanternoz").

Skeudennaoueg

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.