Peder Mary
Ar Peder Mary (The Fower Maries e skoseg, 'The Four Maries' e saozneg) eo al lesanv a veze roet da beder dimezell a enor gant Mary Stuart, rouanez Bro-Skos: Mary Fleming, Mary Livingston, Mary Beaton ha Mary Seton.
Mary Seton eo an hini nemeti eus ar Peder Mary ha ne zimezas ket: derc'hel a reas da servij he mestrez goude o distro da Vro-Skos hag e-pad he bac'hidigezh e Bro-Saoz.
Kan
kemmañThe Fower Maries zo ivez ur ganaouenn skosat, anvet ivez Mary Hamilton. Ar Vari-se a vije unan eus ar peder. Kousket a ra Mary Hamilton gant ar roue, dimezet d'ur rouanez kozh, brazezet eo, gwilioudiñ a ra, ha lazhañ he bugel.
Ne glot ket ar ganaouenn gant an Istor, na tost: kenoad e oa ar Peder Mary gant ar Rouanez Mary Stuart, rouanez da 6 deiz.
Meur a zoare zo d'ar ganaouenn. Unan anezhe zo bet kanet gant Joan Baez.
Orin ar werz
kemmañEvit doare Joan Baez, a c'hoarvez e Glasc'ho, a echu evel-hen:
- Last night there were four Marys;
- Tonight there'll be but three:
- There was Mary Beaton and Mary Seton
- And Mary Carmichael and me.