Pedro Luis Ferrer, ganet e 1952 e Yanguajay, e Kuba, e proviñs Sancti Spíritus, zo ur c'haner kuban, krog da ganañ e 1965. Ne blij ket e ganaouennoù flemmus, e doare ar guaracha, da dud ar galloud.

Pedro Luis Ferrer
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKuba Kemmañ
Anv-bihanPedro Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 Gwe 1952 Kemmañ
Lec'h ganedigezhYaguajay Kemmañ
Michersonaozour, kaner, gitarour Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ

E dad a oa a-du gant dispac'h Fidel Castro, met kuit ez eas eus an enez, hep e diegezh. Sonet en deus Pedro Luis Ferrer er bloavezhioù 1960 el laz Kapeles, er pevarad Nova, ha gant Carlos Alfonso ha Mike Porcella el laz rock Los Dada.
E-kreiz ar bloavezhioù 1970 e enrollas e bladenn vras kentañ e-unan, anvet Pedro Luís Ferrer, ken plaen ha tra. Mont a reas da seniñ da Europa (Polonia, Finland, Norge, Sveden, RDA) ha da Vec'hiko.
Studiañ a reas ar seniñ gitar evit seniñ oberennoù Leo Brouwer, Albéniz, Tárrega, Johan Sebastian Bach… Adkanet eo bet e ganaouennoù gant Celia Cruz, Danny Rivera, Papo Luca, ha Willy Chirino.

Er bloavezhioù 1980 e reas div bladenn vras : "Debajo de mi voz", a voe skignet a boan, hag “Espuma y Arena”, a voe bruetoc'h, gant kanaouennoù evel “Inseminación Artificial’, ‘Como me gusta “hablal” español”, “Mario Agüé’ ha re all.

Er bloavezhioù 1980 e reas muioc'h a ganaouennoù politikel, evel 100% Cubano, ma tiskleir e vev ar Gubaned er baourentez pa deu estrenien binvidik d'o gwelout. E Marucha la jinetera e tispleg e rank merc'hed yaouank ar vro gwerzhañ o c'horf evit degas arc'hant d'ar gêr.

En 1999 en deus embannet ur bladenn anvet Pedro Luis Ferrer (evel e hini gentañ) e ti Atlantic Records, e SUA.

E bladennoù

kemmañ
  • Pedro Luis Ferrer
  • Rústico (2005)
  • Natural (2006)
  • Tangible (2011)
  • Final (2014)

Liammoù diavaez

kemmañ

Filmoù

kemmañ