Pegida (berradur Patriotische Europäer gegen die Islamisierung des Abendlandes, da lavaret eo "Brogarourien europat a-enep islamekadur ar C'hornôg") zo ur strollad a-enep an envroiñ islamek en Alamagn. Al luskad a zo bet enaouet d'an 20 a viz Here 2014 gant Lutz Bachmann hag un dek a dud all.

Logo ar strollad PEGIDA.

Abaoe e grouidigezh, al luskad a vez o vanifestiñ bep lun da 18e30 en ur park e kêr Dresden. An dibunerien a sav a-enep politikerezh degemer an envroidi er vro, an islam feuls hag " islamekadur Alamagn"