Ur moneiz hungarat kozh eo ar pengő. Implijet eo bet etre an 21 a viz Genver 1927 hag an 31 a viz Gouere 1946 ma voe erlec’hiet gant ar florin (Forint) goude ur prantad gourmonc’hwezh spontus. Rannet e oa ar pengő e 100 fillér.

Bilhed 10 Pengő (1936)

Savidigezh

kemmañ

Goude ar Brezel bed kentañ he deus bet ar gurunenn Austrian-ha-Hungarat da c’houzañv ur feur monc’hwezh uhel. En Hungaria e voe degaset ur moneiz nevez, ar pengő, a dalveze kement a 12500 kurunenn. Ur c'hilogramm aour a dalveze 3800 pengő ent ofisiel. Kouslkoude, ne c’hoarvezas ket gant ar pengő an hevelep tra ha gant ar gurunenn ha morse ne voe produet pengő aour ebet.

Marv ar pengő

kemmañ

Goude an eil brezel bed e kollas ar pengő e dalvoudegezh. Warnañ e kouezhas gwalenn ar gourmonc’hwezh uhelañ bet c’hoarvezet biskoazh. Adtalvoudekaet e voe ar pengő neuze. Met ne voe harz ebet d'ar gourmonc’hwezh ha troellenn ar prizioù a oa digabestr ken na voe ranket degas an niveradur uhelañ bet gwelet biskoazh betek tizhout ar mil trilion (mil miliard a viliardoù, 1021) a bengőioù. s.o. ar skeudenn. Moullet e voe hep bezañ skignet gwech ebet. An niveradur uhelañ bet implijet eo bet 100 trilion, 1020 a bengőioù; s.o ar skeudenn.

A-benn neuze, n'halle mui armerzh Hungaria bezañ stabilaet nemet dre ur moneiz nevez; kement-se a voe graet d'ar 1 a viz Eost 1946. Krouet e voe ar forint evit ur c’henfeur a 400 pevarlion (4×1029) a bengőioù.