Digeriñ al lañser pennañ

Ur penn-kanton eo ar gumun bouezusañ hag an hini bobletañ, an aliesañ, en ur c'hanton hag a ro hec'h anv dezhañ, hervez an doare gall pa voe savet ar c'hantonioù e 1790. Peurvuiañ e oa ar gumun ma vez marc'had ur wech ar sizhun, ha ma emañ ti archerien ar c'hanton.

Gwechall e veze un tailhanter hag ur barner a beoc'h e pep penn-kanton, hag ouzhpenn medisined, apotikerien, ha stalioù a bep seurt ha ne gaved ket peurvuiañ er c'humunioù all.

Hiziv ez eus kantonioù er c'hêrioù, ha n'eus penn-kanton ebet .