Pennek eo ar fedoù
« Pennek eo ar fedoù » a lavarer a-wechoù. Gant ur Breizhad eo bet goveliet ar frazenn.
Er romant Histoire de Gil Blas de Santillane, skrivet etre 1715 ha 1735 gant Alain-René Lesage, e lenner el levrenn X, pennad 1, « Les faits parlent »[1].
Lakaet e voe ar romant gallek e saozneg e 1748 gant ar skrivagner skosat Tobias Smollett (1721-1771) dindan an titl The Adventures of Gil Blas of Santillane, ma troas : « Facts are stubborn things » "Traoù pennek eo ar fedoù".
Brudet eo bet ar bomm-lavar gant John Adams (1735-1826), bet diwezhatoc’h eil prezidant ar Stadoù-Unanet (1797 -1801), en e brezegenn difenn e prosez soudarded saoz e 1770 :
Facts are stubborn things; and whatever may be our wishes, our inclinations, or the dictates of our passion, they cannot alter the state of facts and evidence.
Traoù pennek eo ar fedoù, ha penaos bennak e vo hor c’hoantoù, hon dougoù, pe redioù hon entan, n’hallont ket kemmañ stad ar fedoù nag ar brouenn.
E 1876 e skrivas Mark Twain (1835-1910) e pennad 5 e romant The Adventures of Tom Sawyer[2] :
There was no getting around the stubborn fact that taking sweetmeats was only "hooking," while taking bacon and hams and such valuables was plain simple stealing
Ne c'helled ket tremen hebiou ar fed pennek ma n'eo kemer sukraj nemet "c'hwipat", padal eo laerezh end-eeun kemer bekon ha morzhed-hoc'h ha treoù talvoudus a-seurt-se.
Implijet e oa bet al lavarenn-se, "Pennek eo ar fedoù", gant Lenin, e miz Here 1917, en e "Lizher d'ar gamaraded" embannet gant ar gazetenn Rabotchi Pout[3]
Distaget e oa bet ar frazenn-se ivez gant Paul Kagame, prezidant Rwanda, en ur brezegenn e 2014, diwar-benn kiriegezh ar Stad C'hall e lazhadegoù Rwanda[4].
Liammoù diavaezAozañ
- (en) Quote Investigator