Digeriñ al lañser pennañ

Per Roy, ganet e Montroulez d'an 10 a viz Genver 1904 ha marvet e Roazhon d'an 21 a viz Mezheven 1984, a oa un emsaver breton hag ur skrivagner brezhonek.

BuhezAozañ

Kregiñ a reas da labourat yaouank-tre en ur voullerezh. Kensevel a reas ar gevredigezh Kendalc'h e 1950, ha pennskrivagner he c'helaouenn Breiz e voe e-pad dek vloaz. Sevel a reas Coop Breizh e 1957. E-touez izili gentañ ar MOB e voe. E-touez saverien Skoazell Vreizh e voe hag he frezidant etre 1972 ha 1981. Sindikalour e voe ivez, ha plediñ a reas gant un toullad brav a oberennoù sokial.

OberennoùAozañ

Gant an anv-pluenn Herve HerriAozañ

  • Evel-se e oamp, Al Liamm, 1982 (Priz Langleiz 1981).
  • Tremenet eo an amzer-se, emb. Breiz hor bro, 1984.
  • C'était comme ça : Souvenirs d'un ouvrier imprimeur et militant breton de Morlaix, An Alarc'h,‎ 2010, 210 p. (troidigezh Evel-se e oamp).

Traoù allAozañ

Ur Priz Per Roy a zo bet, roet d'un oberenn vrezhonek. Arc'hantet e veze gant Coop Breizh ha deroet gant Unvaniezh Skrivagnerien Breizh.

LevrlennadurezhAozañ

  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Al Liamm, 1992, p.374-376.
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yoran embanner, 2013, p.395-396.
  • Yann Bouessel du Bourg, "Per Roy e-tal an Ankou", Al Liamm, niv.224-225, 1984, p.168-171.