Percy LeBaron Spencer, bet ganet d'an 9 a viz Gouere 1894 en Howland (Stadoù-Unanet Amerika) ha tremenet d'an 9 a viz Gwengolo 1970 e Waban (SUA), a oa un ijinour hag ur c'havadenner stadunanat.

Anavezet eo e metoù ar skiantoù en abeg d'e labourioù war ar magnetronoù, kentañ kammedoù war-du ar skinforn, bet krouet e 1945.