Labour-douar pad
(Adkaset eus Permakultur)
Al labour-douar pad pe ar permakultur zo un doare da c'hounit plant, frouezh ha legumaj dreist-holl, o trevezañ doare an natur da vont en-dro. Krouiñ ekoreizhiadoù eo e bal. Un argerzh divezel ha padus eo.
Ijinet e voe ar ger "permaculture" e 1978 gant an Aostralianed David Holmgren ha Bill Mollison diouzh an dro-lavar saoznek "permanent agriculture" hag ivez "permanent culture" dre m'eo a-bouez an tuioù sokial ivez. O fal e oa kaout ur reizhiad padus diwar skouer labour-douar naturel ar Japanad Masanobu Fukuoka.
Ledan eo ar meizad. Talvezout a ra al labour-douar pad d'al labour-douar met ivez d'ar c'hoadeier, d'al loened ha d'an annez.
Levrioù
kemmañ- Introduction à la Permaculture, La-Chapelle-sous-Uchon, embannet gant Passerelle Éco, gant Bill Mollison, 1991, ISBN 978-2-9533448-4-4, 1991 e saozneg, 2012 e galleg. Levr diwezhañ Bill Mollison.
- Perma-culture 1, une agriculture pérenne pour l'autosuffisance et les exploitations de toutes tailles, Pariz, embannet gant Éditions Vebard, gant Bill Mollison ha David Holmgren, 1978, ISBN 2-86733-030-0, 1978 e saozneg, 1986 e galleg, adembanet e 2011.
- Perma-culture 2, aménagements pratiques à la campagne et à la ville, Condé-sur-Noireau, embannet gant Éditions Équilibres aujourd'hui, gant Bill Mollison, 1979, ISBN 2-87724-009-6, 1979 e saozneg, 1993 e galleg, adembannet e 2011.
- L'essence de la permaculture, embannet gant Imagine un colibri, gant David Holmgrem, 1996, ISBN 978-2-9537-3440-9, http://holmgren.com.au/essence-of-permaculture-free/, 1996 e saozneg, Meurzh 2011 e galleg.