Pernice Brothers
Joe Pernice performing with the Pernice Brothers, 2006

Bro orin Dorchester, Massachusetts, SUA
Doare(où) Indie rock, alternative pop, chamber pop
Bloavezhioù oberiant 1997–bremañ
Label(ioù) Sub Pop, Ashmont Records
Lec'hienn ofisiel Lec'hienn ofisiel

Izili Joe Pernice
Thom Monahan
James Walbourne
Patrick Berkery
Peyton Pinkerton
José Ayerve
Bob Pernice
Ric Menck
Izili bet er strollad Mike Belitsky
Endro Scud Mountain Boys

Pernice Brothers a zo ur strollad sonerien eus Dorchester, Massachusetts, SUA. Rock indie a vez graet ganto. Krouet eo bet ar strollad gant Joe Pernice e 1996 goude divodañ e strollad kent anvet Scud Mountain Boys. E Pernice Brothers e son ivez e vreur anvet Bob Pernice (sed orin anv ar strollad). Pladenn gentañ ar strollad, Overcome by Happiness he zitl, a voe embannet gant Sub Pop e 1998. Goude un ehna abadas tri bloaz (ma'z enrollas Joe Pernice ur bladenn e-unan hag unan all gant an anv Chappaquiddick Skyline) e voe embannet The World Won't End gant Pernice Brothers e 2001. Embannet e voe gant Ashmont Records, haga zo ti-embann Pernice ha Joyce Linehan. E 2003 e teuas er-maez Yours, Mine and Ours. Goude un droiad e 2004 e voe embannet pladenn live kentañ ar strollad, Nobody's Watching/Nobody's Listening he zitl, e penn-kentañ 2005. E miz Even 2005 e teuas er-maez pevare pladenn studio ar strollad, Discover a Lovelier You he zitl. E miz Here 2006 e voe embannet pempvet pladenn studio ar strollad, titlet Live a Little. Goodbye, Killer a voe embannet e miz Even 2010. E miz Mae 2007 e voe lakaet ar ganaouenn "Chicken Wire" (pladenn Overcome by Happiness), da ganaouenn drist finañ ar bed a-bezh (saozneg: #1 Most Exquisitely Sad Song in the Whole World) gant AOL Music[1].

Oberenn

kemmañ

Pladennoù bras

kemmañ

Notenn

kemmañ
  1. http://archive.is/20130202164402/www.spinner.com/2007/05/04/the-25-most-exquisitely-sad-songs-in-the-whole-world-no-1/ The 25 Most Exquisitely Sad Songs in the Whole World, Spinner, 3 a viz Mae 2007


Liammoù diavaez

kemmañ