Peter Pan zo un dudenn krouet gant ar skrivagner skosat James Matthew Barrie (1860-1937). E 1902 e teuas Peter Pan war wel, en un danevell evit an oadourien, The Little White Bird ("Al labousig gwenn").

Golo al levr Peter Pan and Wendy, embannet e 1911 hag adembannet e 1915

Meur a oberenn zo bet embannet, meur a wech hag e meur a stumm, abaoe an amzer-se, en o zouez romantoù, pezhioù-c'hoari ha meur a film, evel unan gant Walt Disney da skouer.
Kontañ a reer enno troioù-kaer ur paotrig ha ne fell ket dezhañ dont da vezañ bras, ne fell ket dezhañ kreskiñ. Evit se e tec'h diouzh ar bed gwirion da vont, diwar nij, d'un enezenn faltazi anvet Neverland '"Douar ar Biken"). Eno e kav morlaeron, ur voudig, Indianed... Un deiz e kav ur plac'hig, Wendy, hag he breudeur, ha divizout a ra diskouez e ved dezho.

Berzh bras a reas istorioù Peter Pan, ken eo deuet da vezañ anavezet, n'eo ket hepken evel un dudenn faltazi, met evel un doare bezañ eus ar bed modern ha roet he deus an dudenn he anv d'ur c’hleñved bred, ma nac'h an den sammañ ar c'hargoù a aparchant ouzh an dud vras, ouzh an oadourien : sindrom Peter Pan a reer eus ar c'hleñved-se.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.