Petko Slaveykov
Petko Rachov Slaveykov (bulgareg: Петко Рачов Славейков) (17 a viz Du 1827 – 13 a viz Gouere 1895) a oa ur barzh, ur politiker, hag ur gwerinelour eus Bulgaria.
Ganet eo Slavanov e Tarnovo e 1827, d'an devezh ma varvas e vamm ha dre vurzhud e chomas bev. Studiañ reas e Tarnovo hag e kêrioù all. Deskiñ a reas serbeg, gresianeg hag anaoudegezh a reas gant lennegezhioù broioù ar c'hornôg. Kelenner e voe e 1843 en e gêr c'henidik, hogen skarzhet e voe en arbenn d'ur varzhoneg flemmus.
Neuze e kelenno e kêrioù Vidin, Vratsa, Pleven, Berkovitsa, Lyaskovets, Byala hag Elena. Dont a raio da vezañ dastumer kanaouennoù ha dastum a reas betek 2263 anezho. Dre hanterouriezh Nikola Mihaylovski e kejo gant barzhed rusian.
Kregiñ a raio da embann e levrioù kentañ hag ar barzhoneg levezonet gant an darvoudou reveulziek war Brezel Krimea. Divroañ a reas da gêr Istanbul lec'h ma voe pedet e 1863 da dreiñ ul levrenn glok deus ar Bibl e bulgareg gant ar gumuniezh vulgarek. Embann a reas skridoù e meur a gelaouenn vulgarek ha betek 60 levr a savas, a-barzh dont unan eus brudetañ skrivagnerien vulgarek. Perzh a gemeras evit un iliz emren bulgarek. Harzet e voe goude ur pennad anvet Dvete kasti i vlasti, skrivet er gazetenn Makedoniya, ha tamallet da genlabourat gant ar Poellgor Kreiz Dispac'hel Bulgar e Bukarest. Sevel a reas ur skol uhel vulgarek en Odrin e 1874 e-ser argas al levezon c'hresian. Abalamour d'e skridou reveulziek e voe chadennet ha bac'het goude emsavadeg miz Ebrel. Gant gwalldan Zagora e voe pulluc'het e zastumadeg a 15 000 tro-lavar.
E-kerzh ar brezel etre Rusia ha Turkia ez eas a-du gant ar Rused. Ha karget e voe da ambroug soudarded ar jeneral Mikhail Skobelev e-touez ar meneziou Balkan, ha dezrevell a reas emgann Shipka en Istanbul.
Goude dieubidigezh Bulgaria diouzh ar veli otoman e 1878, Slaveykov a stourmas evit ur vonreizh demokratel. Anvet e voe da sturier Bodadenn Vroadel Bulgaria e 1880, ha da vinistr ar Sklerijenn hag an Aferioù diabarzh (1880-1881).
En askont d'e vennozhioù demokratel ha d'e stourmoù politikel e voe harzet, difennet e voe outañ kelenn hag e leve a voe krennet. Mervel a reas e 1895 e Sofia.