Philippine Welser (1527 en Augsburg24 a viz Ebrel 1580 e kastell Ambras, Innsbruck en Tirol) a oa gwreg Ferdinand II. Ar familh Welser eus Augsburg, a oa ur familh a arc'hantourien ha gwerzherien pinvidk-mor hag a-gouez en Europa a-bezh.

Philippine Welser, Poltred e kastell Ambras

He buhez kemmañ

Franz (Friedrich) Welser (2 a viz Du 1497 en Augsburg - 29 a viz Here 1572 e Ravensburg), a oa he zad, hag eñ bourc'hiz ha gwerzher eus Augsborg. Anna Adler (1507 - 5 a viz Genver 1572 e Weiherburg e-kichen Innsbruck) a oa he mamm. Nizez Bartholomäus V. Welser e oa ivez. Azalek he yaouankiz e tislouezas e oa dedennet-bras gant an aferioù koulz hag ar vevoniezh. A-hervez e oa brav-tre.

An arc'hdug Ferdinand II a zimezas ganti dre guzh, dre ma oa-hi dinobl. Un darvoud a-bouez ez eo, dre ma veze kustum familhoù an noblañs da aozañ euredoù o fal kreñvaat emglevioù. Diwar un diell savet gant Ferdinand e 1576 e c'haller krediñ e voe aozet an eured e miz Genver 1557. ne ouezer ket resis pevare kejjont, daoust ma soñjas da istorourien an XIXvet kantved o dije kejet en Augsburg en 1548. Ar gejadenn gentañ testeniet a c'hoarvezas d'an 12 a viz Mae 1556, pa voe aotreet Catharina von Loxan, ha hi moereb Philippine, da werzhañ chatal. Mignonez da Ferdinand e teuas da vezañ, ha marteze ec'h arvestas eus ar gejadenn a c'hoarvezas, sur a-walc'h, en diskar-amzer 1556 e kastell Bresnitz (Březnic hiziv an deiz).

E 1559 da ziwezhatañ e klevas kaoz an impalaer Ferdinand I eus ar eured, ha klasket e voe renkañ an traoù : kuzh e ranke an eured chom, ha ma vije ganet bugale ne c'halljent ket profitañ eus hêrezh ar familh Habsburg. Gallout a rajent memes tra prenañ titloù noblañs hag implijout skoed-ardamez ar re Habsburg. Fellout a rae ivez d'an impalaer ma vefe pinvidik Philippine hag he bugale. Bugale Philippine a voe degemeret er c'hastell evel bugale bet kavet dirak dor ar c'hastell. Daou vugel gevel a voe ganet diwezhatoc'h e Bürglitz (Philipp ha Maria) hag advabet e voent ivez, met mervel a rejont pa oant yaouank-tre. Dre ma n'en doa ket o zad-kozh anavezet anezho e c'houlennas ma vefent dizouaret, ha douaret e voent en-dro diouzh noz en iliz-veur Sant Gi e Praha[1].

Azalek 1576 e voe diskuliet ar c'houblad. O mab henañ, Andreas e anv, a oa da vezañ lakaet da gardinal, neuze e oa dav dezhañ diskouez un testeni eus e orin.

Kastell Ambras, m'edo o chom a voe kemmet ha lakaet da vezañ diouzh giz an Azginivelezh. Eno eo e tastumas louzeier liesseurt, hag un danvez louzaouiñ a savas. Desket-bras e oa a-fet louzaouiñ : en he dornskrid e kaver ouzhpenn 200 ordrenañs. Miret eo e levraoueg vroadel Vienna ; gant he moereb Loxan e voe savet ul levr heñvel. Mezeg lez Philippine, anvet Georg Handsch, a adskrivas ul lodenn vras anezho hag ec'h ouzhpennas anezho e-barzh unan eus e bleustradoù medisinerezh.[2].

 
Levr keginañ (e-tro 1543-1544) Philippine Welser, kastell Ambras, Innsbruck

Peurliesañ e soñjer e savas ur levr keginañ diwar-benn ar boued a veze fardet pa veve, met n'eo ket sur e vije bet savet ganti[3] Tout au moins a-t-elle effectué des rajouts ou plutôt les a-t-elle fait effectuer[4] He levr eurvezhioù hag a zo leun a skeudennoù, a zo bet miret betek hiziv an deiz.[5].

Madelezus e oa e-keñver he folb, evel ma c'haller lenn en azgoulennoù skrivet a veze kaset dezhi. Madoù a resevas digant he gwaz, ha lakaet e voe da vargrafez Burgau, landgrafez Mellenburg ha kontez Hohenberg uhel hag izel.

Azalek 1570 ez eas he yec'hed war fallaat, ha mervel a reas d'ar 24 a viz Ebrel 1580. Gant he gwaz a e voe lakaet sevel ur bez marmor gwenn e « chapel arc'hant » Hofkirche Innsbruck.

He mibien, Andreas Aostria (15 a viz Even 1558 e kastell Bresnitz - 12 a viz Du 1600 e Roma, hag eñ eskob Konstanz ha Brixen), ha Charlez Aostria (22 a viz Du 1560 e kastell Bürglitz - 31 a viz Here 1618 e Überlingen, hag eñ jeneral an Impalaerezh en Hungaria), a voe anvet margrafed Burgau, ur gêr e Bavaria perc'hennet gant Aostria.

Hec'h oberenn kemmañ

  • De re coquinaria (levr keginañ), dornskrivet, e-tro 1545, kastell Ambras, e-kichen Innsbruck. Niv. PA 1473
  • Levr keginañ ha louzaouiñ. dornskrivet, e-tro 1545, kastell Ambras, e-kichen Innsbruck. Niv. PA 1474

Levrlennadur kemmañ

Diwar-benn he buhez kemmañ

  • Eduard Widmoser: Philippine Welser (1527-1580). In: Publikationen der Schwäbischen Forschungsgemeinschaft: Reihe 3: Lebensbilder aus dem Bayerischen Schwaben, Band 2: Hg. von Götz Frhr. von Pölnitz, Weißenhorn: Anton H. Konrad Verlag (Vorm. Max-Hueber-Verlag, München), 1953, 467 pajenn, ISBN 3-87437-066-6,
  • Wendelin Boeheim: Philippine Welser - Eine Schilderung ihres Lebens und ihres Charakters, Innsbruck: Verlag des Museum Ferdinandeum, o.J. (e-tro 1893), 67 pajenn
  • Joseph Hirn: Erzherzog Ferdinand II. von Tirol. Geschichte seiner Regierung und seiner Länder, Innsbruck, Bd. 1 (1885)
  • Paul Lindenberg: Das Denkmal der deutschen Frauen, Essen 1927
  • Philippine Welser und Anna Caterina Gonzaga, katalog diskouezadeg, Schloss Ambras, Innsbruck, 1998

Arz al louzaouiñ kemmañ

  • Sigrid-Maria Größing: Kaufmannstochter im Kaiserhaus. Philippine Welser und ihre Heilkunst, [Wien]: Kremayr und Scheriau, 1992, 254 fajenn, ISBN 3-218-00531-0
  • Sigrid-Maria Größing: Die Heilkunst der Philippine Welser. Außenseiterin im Hause Habsburg. Augsburg: Sankt-Ulrich-Verlag, 1998, 160 pajenn, ISBN 3-929246-28-7
  • Karl Beer: Philippine Welser als Freundin der Heilkunst. In: Gesnerus 7 (1950) 80-86

Keginañ kemmañ

  • Manfred Lemmer (Hrsg.): Das Kochbuch der Philippine Welser. Pinguin-Verlag, Innsbruck 1983 (Lizenzausgabe der Edition Leipzig) ISBN 3-7016-2122-5 – Eilenn al levr De re coquinaria gant displegadennoù gant Gerold Hayer

Romantoù diwar-benn Philippine Welser kemmañ

  • Adelbert Heinrich Graf von Baudissin: Philippine Welser oder vor dreihundert Jahren. Historischer Roman. 1864
  • Johann Baptist Durach: Philippe Welserinn. Eine Geschichte aus dem sechszehnten Jahrhunderte, 1792
  • George Ludwi] Hesekiel: Lux et umbra. Ein großer Liebeshandel im sechszehnten Jahrhundert. Aus den hinterlassenen Schriften des Magisters Nicolaus Longinus und anderen zuverlässigen Mittheilungen herausgegebe, 1861
  • Moritz Richter: Philippine Welser. Historische Erzählung, 1830
  • Fanny Wibmer-Pedit: Die Welserin. Roman, 1940
  • Oskar Wildenburg: Philippine Welser, die schöne Augsburgerin oder die eiserne Garderobe des Mittelalters. Historische Erzählung, 1873
  • Heinrich Zerkaulen: Die heimliche Fürstin. Roman, 1933

Notennoù kemmañ

  1. Sigrid-Maria Größing,Leidenschaftliches Habsburg,Verlag A&M
  2. Philippine Welser (1527 - 1580). In: Frauen-Zimmer in der Chemie, Uni Hamburg
  3. Dr. Klaus Dürrschmid: „Das Kochbuch der Philippine Welser“ 1545, Wien, 2002, S. 7 ff. (pdf)
  4. Displegadennoù diwar-benn Livre de cuisine de Philippine Welser, Pinguin-Verlag, 1983 -
  5. E kastell Ambras en Innsbruck emañ; deskrivet eo e katalog diskouezadeg Alfred Auer hag Eva Irblich (Hrsg.): Nature et art. Manuscrits et albums de la collection d'Ambras de l'archiduc Ferdinand II. (1529-1595). Innsbruck 1995

Liammoù diavaez kemmañ