Pierre Elliott Trudeau

(Adkaset eus Pierre Elliot Trudeau)

Joseph Philippe Pierre Yves Elliott Trudeau, anavezetoc'h evel Pierre Elliott Trudeau (PET) (18 Here 191928 Gwengolo 2000) a oa ur politiker eus Kanada hag a voe Kentañ Ministr Kanada dre ziv wech (1968–1979 ha 1980–1984).

Pierre Elliot Trudeau
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKanada Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPierre Elliott Trudeau Kemmañ
Anv ganedigezhJoseph Philippe Pierre Yves Elliott Trudeau Kemmañ
Anv-bihanPierre Kemmañ
Anv-familhElliott, Trudeau Kemmañ
Anv e kanaトリュドー Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Her 1919 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMontreal Kemmañ
Deiziad ar marv28 Gwe 2000 Kemmañ
Lec'h ar marvMontreal Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvprostate cancer, kleñved Kemmañ
Lec'h douaridigezhSt-Rémi-de-Napierville Cemetery Kemmañ
TadCharles Trudeau Kemmañ
MammGrace Elliott Kemmañ
Breur pe c'hoarCharles Elliott Trudeau Kemmañ
PriedMargaret Trudeau Kemmañ
BugelJustin Trudeau, Alexandre Trudeau, Michel Trudeau, Sarah Coyne Kemmañ
FamilhTrudeau family Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, saozneg Kemmañ
ImplijerCité Libre Kemmañ
Bet war ar studi eFaculté de droit de l'Université de Montréal, London School of Economics and Political Science, John F. Kennedy School of Government, Institut d'études politiques de Paris, Collège Jean-de-Brébeuf Kemmañ
Lec'h labourOttawa Kemmañ
Strollad politikelLiberal Party of Canada Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Kleñvedkleñved Parkinson Kemmañ
Grad milourelofficer cadet Kemmañ
Ezel eusRoyal Society of Canada, Club of Rome Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMirdi Orsay Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Pierre Elliott Trudeau e 1980

Ganet e voe d'an 18 a viz Here 1919 e Montréal, e Kebek. Goude e studioù e Montréal, er Stadoù Unanet, e Pariz hag e Londrez e tistroas da Ganada e 1949. Tapout a reas un tamm brud evel alvokad hag evel stourmer politikel e Kebek. Er bloavezhioù 1960 e krogas d'ober politikerezh da vat, e-barzh Strollad Frankizour Kanada. Dont a reas da vezañ Ministr ar Justis, e 1967, e gouarnamant Lester Bowles Pearson. Dre ma oa ur prezegenner donezonet ha ma embanne soñjoù penn a-raok (war an torr-dimeziñ, an heñvelrevelezh...) e tapas brud buan er c'hazetennoù. E dibenn 1967 e tisklêrias Pearson e oa o kuitaat bed ar politikerezh. Mont a reas Trudeau war ar renk neuze evit kemer penn ar Strollad Frankizour ha dilennet e voe. Evel-se e teuas ivez da vezañ Kentañ Ministr Kanada.

E-pad e zaou respet eo e voe skoulmet liammoù etre Kanada ha Republik Pobl Sina, e 1970, ha gant Kuba e 1976. Gantañ ivez e voe berzet ar c’hastiz a varv e Kanada. Stourm a reas a-enep emsav dizalc’hour Kebek ha labourat a reas da sevel ur santimant a unvaniezh vroadel e Kanada, en ur gas war-raok ur politikerezh a zivyezhegezh ofisiel hag en ur vroañ ar vonreizh. An dud a gav abeg ennañ a lavar e oa un den rok hag en doa kreizennet ar galloud e Kanada, war-goust Kebek dreist-holl met ivez war-goust proviñsoù Kornôg Kanada. E zilez a roas e 1984 ha John Turner a gemeras e lec’h.

Mervel a reas d’an 28 a viz Gwengolo 2000 e Montréal.

E vab Justin Trudeau zo Kentañ Ministr Kanada abaoe 2015.