Pierre Piédru
Eskob e Breizh
Pierre Piédru a voe eskob Treger eus 1430 da 1434[1].
Genidik e oa eus Naoned.
Anvet e voe da eskob Treger war-lerc'h Jean III de Bruc, d'ar 25 a viz Gwengolo 1430.
Kemer a reas perzh e sened-iliz Basel e 1434.
Dilec'hiet e voe gant ar pab da Naoned d'ar 25 a viz Eost 1434.
Bec'h a savas etre ar pab ha dug Breizh, met hemañ a blegas.
Pierre Piédru a yeas da Anaon e Naoned d'ar 24 a viz Du 1449.
Raoul Rolland a zeuas war e lerc'h war gador eskob Treger.
Notennoù
kemmañ- ↑ Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960