Pierre Vidal-Naquet

skrivagner gallek
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ganet eo bet Pierre Vidal-Naquet, d'an 23 a viz Gouere 1930 e Pariz ha marvet d'an 29 a viz Gouere 2006 e Nisa. Un istorour gall e oa, arbennikaet war istor an Henc'hres.

Buhez kemmañ

E miz Mezheven 1944 eo dispellet e dud e Auschwitz e-lec'h ma varvont. Stagañ a ra da studial an Istor, betek dont da vezañ doktor war al lizhiri ha skolveurieg war an Istor. Gouestlet en deus e c'hlaskadennoù istorel da C'hres en henamzer, tommañ dachenn e galon, da Istor an Eil Brezel Bed (Shoah) ha d'an Istor a-vremañ, evel istor Brezel Aljeria.

Ur stourmer eo bet ivez, o tifenn Gwirioù Mab-den a bep tu, o vezañ a-enep da C'houarnamant ar Goronaled e Gres, d'ar Boureviañ en Aljeria. E-mesk ar re gentañ eo bet ivez evit diharpañ falsarguzennoù ar re a nac'h gwirionded ar Shoah hag ar c'hambreier-lazhañ dre gaz. (nac'houriezh ?).

Asambles gant Michel Foucault ha Jean-Marie Domenach e sav a-du gant manifesto ar Strollad kelaouiñ war an toulloù-bac'h d'an 8 a viz C'hwevrer 1971. Emezeliñ a ra ouzh poellgor-paeroniañ Kenurzhiadur gall evit an Dekvloaziad sevenadur ar peoc'h hag an difeulster.

Bet eo kelenner ha rener-studiñ e Skol Studioù-uhel Skiantoù Mab-den (EHESS).

Oberenn kemmañ

Diwar-benn Gres kemmañ

  • La Grèce ancienne - Du mythe à la raison, gant Jean-Pierre Vernant, Le Seuil, dastumadenn Points, 1990
  • La Grèce ancienne - L'espace et le temps, gant Jean-Pierre Vernant, Le Seuil, dastumadenn Points, 1991
  • La Grèce ancienne - Rites de passage et transgressions, gant Jean-Pierre Vernant, Le Seuil, dastumadenn Points, 1992
  • Mythe et tragédie en Grèce ancienne, gant Jean-Pierre Vernant, La Découverte, 2000
  • Les Grecs, les historiens et la démocratie, La Découverte, 2000
  • Œdipe et ses mythes, avec Jean-Pierre Vernant, Complexe, 2001
  • La démocratie grecque vue d'ailleurs, Flammarion, dastumadenn Champs, 2001
  • Le chasseur noir - Formes de pensées et formes de société dans le monde grec, La Découverte, 1991
  • Le miroir brisé : tragédie athénienne et politique, Les Belles Lettres, 2002 (emb. nevez)
  • Travail et esclavage en Grèce ancienne, gant Jean-Pierre Vernant, Complexe, 2002
  • Le monde d'Homère, Perrin, 2002
  • Fragments sur l'art antique, Agnès Viénot, 2002
  • L'Atlantide. Petite histoire d'un mythe platonicien, Les Belles Lettres, 2005 ; ISBN 2-251-38071-X.

Diwar-benn Aljeria kemmañ

  • L'Affaire Audin, 1957-1978, éditions de Minuit, 1989 [Emb. nevez kresket]
  • La torture dans la République : essai d'histoire et de politique contemporaine, 1954-1962, Minuit, 1998 [Admoulladur]
  • Les crimes de l'armée française Algérie 1954-1962, La Découverte, 2001 [Rakskrid gant an aozer]
  • La Raison d'État. Testennoù embannet gant Poellgor Audin, La Découverte, 2002 (Emb. nevez al levr bet emb. e 1962 e ti Editions de Minuit)

Ar Yuzevien, o diouennadeg hag an nac'houriezh kemmañ

  • Les Assassins de la mémoire, Le Seuil, 1995
  • Les Juifs, la mémoire et le présent, Le Seuil, 1995
  • La solution finale dans l'histoire, gant Arno Mayer, La Découverte, 2002

Diar-benn Jean Moulin kemmañ

  • Le trait empoisonné, La Découverte, 1993

Envorennoù kemmañ

  • Mémoires t.1 - La brisure et l'attente, 1930-1955, Le Seuil, 1998
  • Mémoires t.2 - Le trouble et la lumière, 1955-1998, Le Seuil, 1998

Liammoù diavaez kemmañ

Pennadoù kemmañ

Pennadoù-kaoz kemmañ