Pierre Waldeck-Rousseau

Pierre Waldeck-Rousseau a oa ganet e Naoned d'an 2 a viz Kerzu 1846 ha marvet e Corbeil-Essonnes d'an 10 a viz Eost 1904.

Mont a reas da alvokad a aferioù e Roazhon ha goude-se e Pariz e-lec'h ma oa brudet evit e vreutadennoù.

Da heul e dad René ez eas tre er vodadenn vroadel e 1879 ha sezañ a reas e-touez izili an Unaniezh republikan. Waldeck-Rousseau oa unan eus an dileuridi a-bouez ar republikaned habask, ministr gant Gambetta ha goude-se gant Jules Ferry er bloavezhioù 1880.

Brudet eo an den, bet Prezident Kuzul an IIIde Republik etre 1899 ha 1902, evit bezañ sikouret lakaat ar sindikadoù el lezenn, gant al lezenn Waldeck-Rousseau eus an 21 a viz Meurzh 1884, hag ivez evit al lezenn eus 1901 war ar c'hevredigezhioù.