Pieter Aertsen (1508 en Amsterdam - 1575 en Amsterdam), lesanvet Lange Pier (Per an hir) abalamour d'e vent, a oa ul livour izelvroat.

Gwerzherez legumaj, 1567

Gant Allart Claesz, hag a oa gwelet evel unan eus arzourien wellañ ar mare, e teskas ar vicher. Degemeret e voe gant mistri skol Antwerpen, hag unan eus an arzourien gentañ a livas taolennoù divuhez e voe. En Amsterdam hag en Antwerpen e labouras. Ouzhpenn livañ taolennoù divuhez e livas ivez taolennoù relijiel, met distrujet e voent e 1566. Marc'hadoù a livas ivez, ha brudet eo an taolennoù-se. Gwelet eo ivez evel un diaraoger da Bieter Brueghel gozh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Liamm diavaez

kemmañ