Pieter Jelles Troelstra
Pieter Jelles Troelstra (Ljouwert, 1860- Den Haag, 1930) a oa ur skrivagner frizek hag ur politikour sokialour izelvroat.
Goude studioù war ar gwir en em lakaas da labourat evel alvokad e Ljouwert. Tommañ a reas ouzh mennozhioù ar Friesche Volkspartij, abalamour ma oa troet gant al lennegezh frizek, hag ouzh ar mennozhioù sokialour. Mont a reas, e 1890, e-barzh ar Sociaal-Democratische Bond (unan eus kentañ strolladoù sokialour an Izelvroioù), met e 1893 e kavas gwell mont e-barzh ur strollad nevez, ar Sociaal Democratische Arbeiders Partij ha dilennet e voe e 1897, en anv ar gostezenn-se, e Tytsjerksteradiel, e Friz. Kannad e voe en Tweede Kamer, eus 1897 betek 1925. Kemer a reas penn e gostezenn ha stourm a reas kalz evit ar mouezhiañ hollek en Izelvroioù.
E miz Du 1918, awenet gant an Dispac'h rusian ha gant an emsavadegoù a oa en Alamagn, e reas ur brezegenn entanet e Rotterdam, a-du gant un dispac'h sokialour en Izelvroioù, met ne zisoc'has ket war galz a dra. Da-heul ar c'hwitadenn-se e chomas an SDAP en tu-enep er parlamant, betek ar bloavezh 1939, pa voe savet ur gouarnamant a "unvaniezh vroadel".
Dilezel a reas Troelstra ar politikerezh e 1925 ha skrivañ e eñvorennoù da neuze. Brudet e chom koulskoude, e-touez an holl sokialourien en Izelvroioù.
Dimezet e oa da Sjoukje Bokma de Boer, a savas levrioù frizek evit ar vugale. A bep seurt skridoù en deus savet Troelstra e frizeg, barzhoniezh ha komz-plaen, koulz ha pennadoù er c'hazetennoù, e nederlandeg ar re-se dreist-holl.