Pietro Carrera a zo bet ganet d'an 12 a viz Gouere 1573 e Militello Rosmarino (Italia) ha marvet d'an 18 a viz Gwengolo 1647 e Messina, (Italia).

Beleg katolik, skrivagner ha c'hoarier echedoù italian eus Sikilia. Studial a ra orin ar c'hoari, ar c'hoari gant un dalc'h (etre daou c'hoarier a live dishañval e c'hell an hini kreñvañ kemer un dalc'h: c'hoari gant pezhioù nebeutoc'h pe bout rediet d'ober mat gant ur pezh resis), an dibennoù-partiennoù hag ar c'hoari-dall.

E 1617 e kinnigas ur pezh nevez, ar "C'hampion": ur meskaj eus an tour hag ar marc'h. Ijinal a reas ivez er memes mare un dablezenn 8 x 10 (echedoù Carrera) e-lec'h 8 x 8. Kinniget e voe an hevelep tra en-dro gant Bird ha Capablanca.

Digoradur Sikilian

kemmañ

E respont da "e 4" a roas anv an digoradur-mañ:

1.e4 c5

Oberenn skrivet

kemmañ
  • Pietro Carrera, Il gioco degli scacchi, 1617.