Pillig
Ur billig (pillig eo ar ger), pe ur billig-krampouezh, zo ur benveg lakaet war an tan d'ober krampouezh. Ar re vras a vez graet kleurc'h anezho a-wechoù.
Gallout a ra ivez bezañ ur benveg keginañ ma c'haller poazhañ bouedoù a bep seurt (pesked, kig, legumaj...), dreist-holl pa vez ur billig-lostek, a zo anvet ivet paelon pe palarenn.
Pilligoù all
kemmañA bep seurt pilligoù all a c'hall bezañ, graet estroc'h eget evit fardañ krampouezh.
- ar billig-lostek, pe paelon
- ar billig toull, evit poazhat kistin
- ar billig-wele, gwechall, evit tommañ ar gweleoù,
- ar billig lost hir, ul lesanv evit un detekter metal.
- ul lesanv evit ur barabolenn da dapout ar skinwel.