Piratini
Piratini zo un anv-lec'h e Rio Grande do Sul e Brazil. Dont a rafe an anv pe eus Piratini, pe eus Piratinin, hervez ar stumm koshañ anavezet, hag un anv Tupi-Guarani eo, hag a dalv kement ha "pesk trouzus".
Bez ez eo:
- anv ar Stêr Piratini, er stad-se en-eeun,
- Piratini (kêr) , ur gumun hag ur gêr e Rio Grande do Sul,
- Republik Piratini, pe República Rio-Grandense, stad dizalc'h en XIXvet kantved.
- ar Palez Piratini, annezlec'h gouarnamant stad Rio Grande do Sul, anvet diwar anv ar republik kozh ha berrbad.