Ar pizza giz Naplez[1] pe pizza napoletana zo ur meuz eus kêr Naplez en Italia. Daou zoare zo dezhi:

  • ar pizza napoletana Marinara
  • ar pizza napoletana Margherita, pe pizza Margherita.
Pizza giz Naplez.
Pizzaiolo war e vicher dirak e forn e Naplez.

Abaoe c'hwevrer 2008 eo gwarezet an anv en Europa gant al label STG. E Kerzu 2017 he deus embannet an UNESCO e oa L'arte tradizionale dei Pizzaiuoli napoletani (arz henvoazel ar pizzaiuoli naplezat, a hej an toaz er vann) perzh eus glad an denelezh.

Notennoù kemmañ

  1. Giz Naplez zo meneget e levrig Ar boued gant OPAB: [1]