Plac'h o lenn ul lizher ouzh ur prenestr digor

Plac'h o lenn ul lizher ouzh ur prenestr digor
Johannes Vermeer, e-tro 1657
eoullivadur war lien
83 × 64,5 cm
Gemäldegalerie Alte Meister
Dresden

Plac'h o lenn ul lizher ouzh ur prenestr digor (Brieflezend Meisje bij het Venster e nederlandeg) a zo un eoullivadur bet livet gant al livour izelvroat Johannes Vermeer e-tro 1657. War ziskouez emañ er Gemäldegalerie Alte Meister e Dresden.

Al livadur

kemmañ
 
Itron en glas o lenn ul lizher - Jan Vermeer, 1662

Ar plac'h livet gant Vermeer a denn d'an hini a livas en e daolenn Itron en glas o lenn ul lizher, bet livet gantañ e 1662. Hervez tud zo e vefe e wreg, Catharina Bolnes hec'h anv[1].

Dre implijout skinoù X ez eus bet dizoloet roudoù un daolenn ma weler Kupidon, staget ouzh ar voger a-dreñv ar plac'h. Heñvel ouzh an daolenn a weler el livadur Itron en he sav ouzh ur c'hlav-kerdin eo.

Istor an oberenn

kemmañ

Prenet e voe an daolenn e 1724 gant August III, priñs-dilenner Saks ha roue Polonia. Da gentañ e soñje d'an dud e oa bet livet gant Rembrandt pe gant Govaert Flinck. Anv "Van der Meer de Delft" a voe meneget evit ar wech kentañ e 1806 met e 1817 e voe roet en-dro da Flinck. Etre 1826 ha 1860 e soñjas an dud e oa bet livet gant Pieter de Hooch. E 1862 e voe roet da Vermeer.

Gwerzhet e voe an daolenn da Pieter van der Lip e Amsterdam e 1712. An testeni nemetañ o vezañ : « Ur plac'h o lenn en ur gambr, gant van der Meer a Delft », neuze eo diaes gouzout hag-eñ e oa an daolenn-se pe Itron en glas o lenn ul lizher a zo war ziskouez er Rijksmuseum en Amsterdam.

Notennoù

kemmañ
  1. http://www.essentialvermeer.com/catalogue/girl_reading_a_letter_by_an_open_window.html - Essential Vermeer.com

Liamm diavaez

kemmañ