Plac'h yaouank gant ur potev
Plac'h yaouank gant ur potev | |
Johannes Vermeer, 1660-1662 | |
eoullivadur war lien | |
45,7 × 40,6 cm | |
Metropolitan Museum of Art | |
New York | |
Plac'h yaouank gant ur potev a zo ul livadur bet echuet gant al livour izelvroat Johannes Vermeer etre 1660 ha 1662. Gallout a reer gwelout an daolenn-se er Metropolitan Museum of Art e New York. Al livadur-se a c'haller renkañ gant livadurioù all savet gant Vermeer e lodenn gentañ ar bloavezhioù 1660. D'ar mare-se e pellaas diouzh reolennoù strizh ar perspektiverezh hag ar ventoniezh, hag e labouras kentoc'h war ar gouloù, ha livañ un den nemetken en e daolennoù.