Korrblanedenn

(Adkaset eus Planedenn-gorr)
Evit sterioù ar ger "planedenn" gwelet Planedenn (disheñvelout).

Korrblanedennoù, pe planedennoù-korr[1], a reer eus ur rummad korfoù-egor hag a gelc'htro en-dro d'an Heol.

Diazezet eo bet ar rummad-se e-kerzh emvod meur an Unvaniezh Astronomel Etrebroadel e Praha d'ar 24 a viz Eost 2006.

Ur gorrblanedenn n'eo ket ur blanedenn.

An hini fetisañ eus ar c'horrblanedennoù-se eo Eris. Met Ploudon hag a zo ur gorrblanedenn ivez, a zo brasoc'hik un tamm; un divgorrblanedenn eo e gwirionez gant he loarenn C'haron.

Termenadur kemmañ

Hervez an termenadur bet degemeret d'ar 24 a viz Eost 2006 :

Ur gorrblanedenn a zo ur c’horf-egor :

  1. hag a gelc’htro en-dro d’an Heol ;
  2. hag en deus a-walc’h a dolz evit ma c’hallfe e emc’hraviterezh trec’hiñ war nerzhioù reuted ar c’horfoù hag e virout gant ur c'hempouez hidrostatek en ur stumm pellenek (peuzront) ;
  3. ha n’en deus ket distrobet trowardroioù e gelc’htro ;
  4. ha n’eo ket ul loarenn.

Menegiñ a ra an destenn ouzhpenn : UAE a lakaio war-sav un argerzh evit merkañ e-barzh pe rummad lakaat an traezoù a zo war vevenn, pe gorrblanedenn pe unan eus ar rummadoù all.

Roll ar c'horrblanedennoù kemmañ

N'eo ket diarvar c'hoazh roll ar c'horrblanedennoù.

E Gouriziad an asteroidennoù
En tu-hont da Neizhan
War ar renk ivez

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Mikael Bodlore-Penlaez, Divi Kervella, Atlas de Bretagne / Atlas Breizh, Coop Breizh, 2011, p. 25.