PlayStation 1
Ar PlayStation 1, embannet d'an 3 a viz Kerzu 1994, a oa bet an hini gentañ d'an heuliad koñsolennoù PlayStation savet ha perc'hennet gant Sony Interactive Entertainment. Stummoù disheñvel a vezo ouzhpenn d'an hini diaz: an Net Yaroze, ur stumm PlayStation du gant peadra evit sevel programmoù pe c'hoarioù, ar "PSone" ur stumm bihanaet d'an hini orin, ar PocketStation ur stummm koñsolenn hezoug a servije da druchañ er c'hoarioù hag evel memor ouzhpenn. Ul lodenn e oa ar PlayStation d'ar 5vet remziad koñsolennoù c'hoarioù video o vezañ war ar renk a-enep ar Sega Saturn hag an Nintendo 64. E miz Kerzu 2003, ar PlayStation hag ar PSone a oa bet gwerzhet 102.49 milion skouerenn anezho, deuet e oa da vezañ ar c'hentañ koñsolenn c'hoarioù video o tizhout 120 milion skouerenn gwerzhet.



- Ur bajenn disheñvelout PlayStation zo ivez.