Pleg-mor Mec'hiko (Gulf of Mexico e saozneg, Golfo de México e spagnoleg) zo ur pleg-mor bras eus ar Meurvor Atlantel e Norzhamerika.

pleg-mor Mec'hiko
Pleg-mor, mediterranean sea
Rann eusAmerican Mediterranean Sea Kemmañ
Bro an diazadMec'hiko, Stadoù-Unanet, Kuba Kemmañ
Anvet diwarMec'hiko Kemmañ
StadMec'hiko, Stadoù-Unanet, Kuba Kemmañ
Daveennoù douaroniel25°0′0″N 90°0′0″W Kemmañ
Map
Pleg-mor Mec'hiko
Cantarell

En-dro dezhañ emañ Mec'hiko (stadoù Yucatán, Campeche, Veracruz, Tamaulipas), Stadoù Unanet Amerika (stadoù Florida, Alabama, Louisiana, Mississippi, Texas) ha Kuba. Dre ur strizh-mor anvet Kanol Yucatán e tigor war ar Mor Karib, ha dre strizh-mor Florida e tigor war ar peurrest eus ar Mor Atlantel.

E-touez ar stêrioù bras en em daol e Pleg-mor Mec'hiko e c'haller menegiñ ar Mississippi, ar Río Bravo hag ar Río Grijalva. Porzhioù-mor bras a gaver war ribloù ar pleg-mor : Tampa, New Orleans, Houston, Tampico, Veracruz ha La Habana.