Pleg-mor Penas
Pleg-mor Penas zo ur pleg-mor eus su Chile, er Meurvor Habask, Ar pleg-mor kentañ eo en hanternoz da c'henoù kornôk Strizh-mor Magalhaes, hag er c'hreisteiz da ledenez Taitao.
E proviñs Capitán Prat, e Rannvro Aysén, emañ.
Digor-bras eo da avelioù ar c'hornôg, ha brudet eo da vezañ ul lec'h barradoù-amzer.
Abaoe 6 000 bloaz e oa ar bobl kawésqar o chom eno. E deroù ar XXIañ kantved e c'haller lavarout splann eo bet kaset da get gant an dud gwennkroc'henet.