Plerin
Plerin | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plérin | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Plerin (pennlec'h) | |
Kod kumun | 22187 | |
Kod post | 22190 | |
Maer Amzer gefridi | Ronan Kerdraon[1] 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Brieg | |
Lec'hienn web | http://www.ville-plerin.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 14 309 ann. (2019)[2] | |
Stankter | 516 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 116 m bihanañ 0 m — brasañ 143 m | |
Gorread | 27,72 km² | |
kemmañ ![]() |
Plerin a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Oueloù, e departamant Aodoù-an-Arvor, er c'hornôg da Sant-Brieg, stok outi.
AnvAozañ
Evit abegoù touristel en deus divizet kuzul-kêr Plerin ober gant an anvadur Plérin-sur-Mer. N'eo ket istorel an anvadur-se ha n'eo ket anavezet ent-melestradurel gant an INSEE. E brezhoneg ne vez ket degemeret an ouzhpennadennoù touristel ha "Plerin" a reer eus anv ar gumun traken. Ur skouer eo implij Plérin-sur-Mer eus an doare ma vez gwallgaset ha gallekaet lec'hanvadurezh Breizh tamm-ha-tamm gant dilennidi zo hep tamm damant ebet ouzh glad yezhel ar vro.
GerdarzhAozañ
Un anv brezhonek-rik eo Plerin. Savet eo diwar an elfenn "Plou" (parrez) emdroet e Ple hag an anv den "Rin" a adkaver en anv div gumun all eus Treger ha Leon: Plourin-Montroulez ha Plourin-Gwitalmeze. "Plourin" ha "Plerin" zo rik-ha-rik an hevelep anv.
ArdamezioùAozañ
«en aour, e seizh mailhenn en glazur, 3, 1, 3» |
IstorAozañ
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 188 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,22 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas 48 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
- D'an 20 a viz C'hwevrer 1943 e kouezhas un nijerez (Mosquito FBIV marilhet DZ466 ha kodet DH-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) en un draezhenn e Plerin[4].
- D'ar 6 a viz Gwenholon 1944 e kouezhas un nijerez P-38 Lightning (marilhet 43-28484 ha kodet E6-Y) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Plerin; he nijour a voe adkavet gant e genvroidi[5].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Indez-Sina: daou soudard a varvas.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- An iliz katolik.
DouaroniezhAozañ
- Ar stêr Goued en em daol e Mor Breizh etre Plerin ha Sant-Brieg.
BrezhonegAozañ
- E distro-skol 2021 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 80 skoliad (6,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
- D’an 18 a viz Kerzu 2017 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tud marvet enoAozañ
- an Tad Medar, manac'h ha skrivagner brezhonek, 3 a viz Mae 1988.
Darempredoù etrebroadelAozañ
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Alamagn | Herzogenrath | 1987 |
Iwerzhon | An Chorr Chríochach | 1995 |
Polonia | Wronki | 2005 |
KeveleriñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Roumania | Avrig | 1990 |
Liammoù diavaezAozañ
- (fr) Ti-kêr
- (br) Plerin war lec'hienn Geobreizh