Plom al Larzac
Plom al Larzac zo un enskrivadur galianek, eus ar bloavezh 100, hag a oa bet kavet e miz Eost 1983 en ur bez e La Vayssière, e L'Hospitalet-du-Larzac, en Aveyron.
Unan eus an hirañ skridoù galianek anavezet eo. E welout a c'haller e mirdi kêr Millau.