Pobol y Cwm
Pobol y Cwm (hag a zo Tud an draoñienn) zo un abadenn skinwel soap-opera kembreat. Kroget e oad d'he skignañ e 1974, war BBC Wales, hag abaoe miz Du 1982 emañ war ar chadenn gembreat S4C, bep devezh eus ar sizhun da 8 eur goude meren. Istitlou saoznek a c'heller kaout evit an arsellerien digembraek. Unan deus ar soap-opera koshañ produet gant ar BBC eo ha dalc'hmat e vez an abadenn a ra ar muiañ a verzh war ar chadenn S4C, estreget ar c'hrogadou rugbi evel-just.
Soap opera a vez graet deus un heulienn drama pe un drajedienn a glask heuliañ ha dielfennañ trivliadou buhez he zudennou.
An istor
kemmañPobol y Cwm a gont buhez pemdez annezidi ur barrouz faltaziet e Cwmderi, en ul lec'h bennak e mervent ar vro, e traoñienn Gwendraeth. N'eo ket pal an heulienn reiñ ur skeudenn hendraour deus an identelezh lec'hel 100 % rik e-giz ma oa, pe ma rankfe bezañ. N'eus nemet un nebeudig a c'hoarierien a gaoze gant pouez-mouez Sir Gaerfyrddin. Pa gave bod an istoriou kentañ en un ospital, kentoc'h, e c'hoarveze goude an darn vrasañ eus emdroadur an istor e tavarn bennañ ar barrouz, Y Deri. Ouzhpenn ez eus staliou tro-dro, ha tiegezhioù. A-wechoù evit degouezhioù 'zo, e c'hoarvez an traoù er skolaj, Ysgol y Mynach, hag en tiegezh lec'hel, Penrhewl. Div barrouz empennet a gaver nes da Cwmderi, anvet Llanarthur ha Cwrt Mynach. Abaoe 2012 eo bet filmet ar program e Roath Lock e-tal pleg-mor Kerdiz. Lies tennoù filmet a vez graet e diabarzh studiooù Roath Lock. Ar skeudennoù filmet en diavaez zo troet e Llanbedr-y-fro.
Aktourien brudetoc'h
kemmañDianavezet eo an darn vrasañ eus an aktourien e-maez bro Gembre, nemet Ioan Gruffudd a oa bet o c'hoari en heuliad deus 1987 betek 1994 a-raok dezañ bout brudet en estrenvro gant produerezhioù amerikan. Hag ivez nesoc'h deomp, Iwan Rheon hag a zo bet diskuliet d'an arvesterien o c'hoari perzh Simon Bellamy en heulienn Misfits (bet istitlet e brezhoneg). Iwan en deus c'hoariet perzh Ramsay Snow e Game of Thrones da c'houde, ha sevenet ez eus bet kanaouenou gantañ, en ur strollad sonerezh rock.