Ar poloù kêrel pe poloù bras e Frañs zo hervez an termenadur roet gant an INSEE[1] unvezioù kêrel a zo ouzhpenn 10 000 post-labour enno, ha n'emaint ket e kurunenn ur pol kêrel all.

Er gartenn-mañ eus Liger-Atlantel eo taolennet :
• ar poloù kêrel e ruz ;
• kumunioù all an toleadoù kêr (unpol) en orañjez ;
• kumunioù all an takadoù kêr (liespol) e melen ;
• hag ar c'humunioù e-maez an takadoù kêr e gwenn.

E 1999, e pennvro Frañs, e oa 354 fol kêrel a yae 3 100 kumun d'ober anezho (8 % eus an niver hollek a gumunioù) gant 35 708 162 annezad (61 % eus poblañs Frañs) war 44 030 km² (8 % eus ar gorread)[2].

Diseurt-kenañ eo ar poloù kêrel : lod a zo meur a zek kumun enno gant meur a gant mil annezad, hag ar re vihanañ a zo ur gumun hepken enno gant nebeutoc'h eget 20 000 annezad.

Komzet e vez ivez eus poloù krenn pa vez etre 5 000 ha 10 000 post-labour enno, ha poloù bihan pa vez etre 1 500 ha 5 000 post-labour enno.

Gwelet ivez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. (fr) Termenadur ar poloù kêrel gant an INSEE
  2. (fr) Vincent Vallès, « Organisation territoriale de l'emploi et des services », Insee Première niv. 870, Du 2002