Polyhymnia
(Adkaset eus Polimnia)
Polyhymnia (henc'hresianeg : Πολυύμνια) pe Polymnia (Πολυμνία / Polumnía pe Πολύμνια / Polúmnia, « meur a gan, puilhded, fonnusted, tinell vat ») eus Πολυύμνια / Polymnia, ger savet gant daou c'her, unan a dalvez kalz pe lies, egile a dalvez kan, a oa muzenn ar varzhoniezh sakr, ar c'han sakr, an helavarded, ar retorik, hag ivez hini al labour-douar.
Ur vaouez dic'hoarzh ha sirius eo-hi. gwisket e vez e gwenn, ha dougen a ra ur gurunennad vleunioù, pe perlez ha mein prizius a-wechoù, garlantezioù en-dro dezhi. En he dorn kleiz e vez ur vazh-rouanez pe ur roll ma lenner ar ger latin suadere, "kendrec'hiñ".
Lec'h
kemmañBez' ez eus ur Polymnia Street en Orleañs Nevez, etre Euterpe Street hag Urania Street.