Politiken (distaget [poliˈtiɡən]) zo ur gazetenn bemdeziek danat diazezet e Kopenhagen.

Burevioù Politiken, e kreiz kêr Kopenhagen.

Unan eus kazetennoù brasañ Danmark eo, E-pad pell eo bet tost d'ar gostezenn Radikale Venstre met bremañ eo distag diouti. Embannet e vez gant ar stroll JP/Politikens Hus, hag a embann kazetennoù all ivez evel Ekstra Bladet ha Jyllands-Posten.

Savet e voe ar gazetenn Dagbladet Politiken d'ar 1añ a viz Here 1884 e Kopenhagen gant kazetennerien a laboure diagent evit Morgenbladet hag a oa bet skarzhet diouti abalamour d'un diemglev politikel.

Moullet e vez war-dro 110 000 skouerenn bemdez, ha muioc'h a lennerien a vez d'ar Sul eget war ar sizhun. Ur stumm etrebroadel a vez embannet ivez, bep sizhun : Politiken Weekly.

Liamm diavaez kemmañ