Poltred Markizez Santa Cruz

Poltred Markizez Santa Cruz
Francisco de Goya, 1805
Eoullivadur war vezher
124,7 cm × 207,9 cm cm
Mirdi ar Prado
Madrid
Spagn

Poltred Markizez Santa Cruz zo un eoullivadur gant al livour spagnol Goya e 1805, anezhañ poltred Joaquina Téllez-Girón, ur varkizez yaouank 21 bloaz, hag a c'haller gwelout e mirdi ar Prado e Madrid, kêr-benn Spagn.

Istor kemmañ

Joaquina Téllez-Girón a oa eil merc'h dug Osuna. Goya a oa mignon d'he zad, ha poltrediñ e verc'h a reas pa oa-hi 21 bloaz. Markizez Santa Cruz e teuas da vezañ pa zimezas da José Gabriel de Silva y Walstein, markiz Santa Cruz, kentañ rener Mirdi ar Prado.

 
Francisco Goya, La maja desnuda, 1800 ca, eoullivadur, 95 x 190, Madrid, Museo del Prado
 
Jacques-Louis David, Madame Récamier, 1800, eoullivadur, 174 x 224, Pariz, Mirdi al Louvre

Ur vaouez kaer e oa a-hervez, awenerez barzhed hag arzourien. Pa oa bihan e oa bet poltredet ar varkizez gant Goya er poltred Duged Osuna gant o bugale[1].

An daolenn kemmañ

 
Rembrandt van Rijn, Danae, war-dro 1636, eoullivadur, 185 x 203, Sant Petersbourg, Mirdi ar Peniti

Gwisket e gwenn eo ar vaouez, en ur sae hir skañv, war ur gwele ruz, un delenn ganti en he dorn kleiz: Euterpe an hini eo, muzenn ar sonerezh hag ar varzhoniezh, un alegorienn anezhi. Bleunioù melen zo war he fenn. Ul lauburu zo war he zelenn.

Levezon nevezklasel an amzer a weler en daolenn, hini David[2] pe hini Canova[3], hag ivez, hini arzourien koshoc'h Guercino[4] pe Rembrandt[5]. Ha damheñvelik eo ivez da boltredoù Venus graet gant Diego Velázquez ha Tizian. Ar bleunioù war he fenn a ra dave d'an doue Bacchus, hag al lirenn da Apollon.

Kenañ e tenn doare ar varkizez gourvezet da hini maouez ar Maja desnuda ha da hini ar Maja vestida.

Notennoù kemmañ

  1. Francisco Goya, Los duques de Osuna y sus hijos, gant Goya (1788).Madrid, Mirdi ar Prado
  2. Jacques-Louis David, Madame Récamier, 1800, Parigi, Louvre
  3. Antonio Canova, Paolina Borghese evel Venus Victrix 18051808, Roma, Galleria Borghese,
  4. Guercino, Morte di Didone, 1631, Roma, Galleria Spada
  5. Rembrandt van Rijn, Danae, 1636, Sant Petersbourg, Mirdi ar peniti