Tomás Alfonso Zuleta Díaz (Villanueva, La Guajira, 18 a viz Gwengolo 1951), anavezetoc'h evel Poncho Zuleta, lesanvet "El pulmón de oro" (Skevent aour) abalamour d'e vouezh c'halloudek, hag ivez, dre deneridigezh, "Garganta de lata" gant ar romantour Gabriel García Márquez, zo ur sonaozer ha kaner kolombian, en doare vallenato.

Gant e vreur Emiliano Zuleta Díaz (lesanvet Emilianito) o deus graet an daouad anvet Los Hermanos Zuleta.

En 2006 o deus bet ar priz Grammy Latino er rummad Cumbia/Vallenato.​

Liammoù diavaez kemmañ