Pont-an-Ezen
Pont-an-Ezen zo ur c'harter eus Brest.
Istor
kemmañEn XVIIIvet kantved e oa kazarnioù er c'harter da zegemer ar brizonidi kaset goude d'ar galeoù. Adalek 1802, en amzer Ren ar Gonsuled, ha dreist-holl ar goañvezh 1802-1803, e veze degaset 1 500 prizoniad eus an Antilhez dilestret e Brest, hag en o zouez 800 eus Gwadloup ha ne oa ket bet amzer da lazhañ eno[1].
Ne oa ket tommet ar c'hazarnioù, ne veze ket roet dilhad dezho, kalz a varvas.
Etre 1917 ha 1919 e voe ur c'hamp eno evit ar miliadoù a soudarded amerikan dilestret e Brest[2].