Disambiguation.svg Ur pennad Sabina zo ivez.

Poppea, pe Poppaea Sabina (war-dro 30 - 65 Oplontis) a oa eil pried an impalaer roman Neron hag impalaerez adal 62 betek he marv.

Poppea Sabina - MNR Palazzo Massimo.jpg

An darn vrasañ eus istorourien an Henamzer, war-bouez Flavius Josephus, ne gavont perzh mat ebet dezhi nemet he c'hoantiz, met an holl a ra anv eus he gwidreoù da vont da impalaerez. Ret e voe gortoz ar sonaozour Claudio Monteverdi, pemzek kantved goude, a reas anv eus he c'harantez ouzh Neron en e c'hoarigan L'incoronazione di Poppea.

IstorAozañ

Ar Gens Poppaea a oa un tiegezh pinvidik eus kêr Pompei. En 1964 e voe kavet kenkiz Poppea en Oplontis e-kerzh furchadegoù an Torre Annunziata. Merc'h e oa Poppaea Sabina da Titus Ollius, kestor en amzer an impalaer Tiberius, hogen mignon da Aelius Sejanus, pezh a gasas ar rivin dezhañ a-raok ma voe roet karg-stad dezhañ. Hennezh a oa genidik eus proviñs Picenium (Marche a hiriv), ha bihanik e voe e roud e politikerezh an Impalaeriezh ma chom dianav a-walc'h.

He mamm ivez a oa anvet Poppaea Sabina, meneget gant an istorourien evel ur vaouez a zoareoù seven, korfet kaer. Hervez Tacitus e oa unan eus hegaratañ maouezed hec'h amzer. En em lazhañ a reas en 47, abalamour da wallitrikoù an impalaerez Messalina.

Pa varvas he zad en 31, ec'h addimezas he mamm gant Publius Cornelius Lentulus Scipio (I), a voe komandant en 22, konsul en 24, ha goude senedour. Publius Cornelius Lentulus Scipio (II) a oa hantervreur da Poppea a voe konsul en 56 ha goude senedour.


EuredoùAozañ

 
Sabina Poppæa, Mestr dizanv eus
Skol Fontainebleau (XVIvet kantved), mirdi istor Genève.

Pried e voe d'an impalaer Othon.

Dont a reas da vezañ pried-kleiz Neron, a oa dimezet da Claudia Octavia. Harluet e voe Claudia Octavia, ha lazhet war urzh Neron. Neuze e teuas Poppea da vezañ eil gwreg Neron .

He marvAozañ

Mervel a reas abalamour d'un taol troad roet gant Neron en he c'hov, ha hi dougerez, e-kerzh an hañv e 65.