Porth Sgiwed pe Porthsgiwed pe c'hoazh Porth Ysgewin (Portskewett e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ er mervent da gêr Cas-gwent hag e penn ar pont bras a dreuz aber ar stêr Hafren, da vont eus Bro-Saoz da Gembre. E 2011in e oa poblet gant 2 133 a dud. 10,6% anezho a oa kembraegerien.

Iliz an Itron Varia (Santes Fair), Porth Sgiwed

Apasadennoù eus ur bryngaer (ur c'hreñvlec'h) eus Oadvezh an Houarn a gaver e Porth Sgiwed, kenkoulz ha dismantroù ur "villa" hag un templ roman. Dismantroù nevesoc'hik zo, eus mogerioù-difenn a vije bet savet gant Harold II, roue Bro-Saoz, pa oa bet aloubet gantañ ar rann-mañ eus Kembre goude e drec'h war Gruffudd ap Llywelyn. Kontañ a reer e oa bet savet un ti eno gant Harold hag e oa bet distrujet gant Caradog ap Gruffudd, roue Gwent, e 1065.

Lez pennañ Caradog Freichfras, roue Gwent, a vije bet amañ er VIvet kantved. E skridoù Gerallt Gymro e lenner e oa Kembre o'n em astenn eus Porth Wygyr, en hanternoz Enez Mon, betek Porth Sgiwed.